Brelevenez (Lannuon)
Neuz
- Evit implijoù all, gwelet Brelevenez.
Brelevenez (distaget berlewene, berlawene pe berlawine er vro) a zo ur gumun a-wechall eus Breizh e departamant Aodoù-an-Hanternoz. Ul lodenn eus Lannuon eo bremañ.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]War un huel, a-us al Leger ha richer Stang ar Bev.
Kumunioù amezek -kent 1961)
Servel; Sant-Ke-Perroz; Louaneg; Rospez; Bulien; Lannuon
Anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]B. Tanguy : Par. de Brelevenez, 1330; eccl. de Rusque alias Brellevenez, fin XIVvet; Brelevenez, 1394
E. Vallerie : Brelevernetz, Brelevenez, 1330; Brelevenez, 1394; Brelivenez, 1420; Brenelevez, 1433; Brelevenez, 1516; Berlevenez, 1731; Berlévenez, 1779
Stag eo orin an anv ouzh hini an anv latin Mons Gaudii, Montjoie e galleg, a veze roet d'ul lec'h uhel, ma weled, diwar e lein, al lec'h santel a oa dibenn ar veaj.
Ardamez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ur barrez en eskopti Treger e oa.
- Mervel a reas 68 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 4,40 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[1].
- Mervel a reas trizek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[1].
Lannuon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E 1961 e voe staget ouzh kumun Lannuon.
Monumantoù ha traoù heverk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- An iliz katolik, gouestlet da Itron Varia an Erc'h ha d'an Drinded Santel.
- Skalieroù; brudet eo ar skalieroù ledan hag uhel a gas d'an iliz katolik roman ha gotek.
- Chapel Sant-Roc'h.
-
Chapel Sant-Roch, dindan an erc'h 2011
-
Kalvar Sant-Roch, dindan an erc'h 2011
- Chapel ar Rusked
- Maner ar Gozhkêr
- Maner ar Rest-Vras
- Maner, pe kastell, ar C'hruguilh[2].
- Monumant ar re varv.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Melestradurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- N. Le Huërou a oa maer e 1837 ha N. Salaün e 1860[4].
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ivona Galbrun, skrivagnerez hag emsaverez, bet o chom e-pad pell eno, hag interet er vered.
- Frañsez Kervella, ganet e Dirinonn d'an 31 a viz Genver 1913, marvet e Lannuon d'an 10 a viz C'hwevrer 1992. Bet interet e Bered Langoad, e-kichen e vab.
- Ivetig an Dred (1923-2009), gwreg Frañsez Kervella, skrivagnerez hag emsaverez, bet o chom e-pad pell eno, hag interet er vered. Resevet he doa Kolier an Erminig e 1994.
- Maria Prat, skrivagnerez, bet o chom e-pad pell e traoñ skalieroù Brelevenez. Interet er vered.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ (fr)[1]
- ↑ (fr)Cassini - EHESS
- ↑ (fr)Société D'Emulation des Côtes -du-Nord, Annuaire des Côtes-du-Nord (1805-1880), pajennoù 91 ha 310