Caratacos
Caratacos pe Karatakos (Caradog e kembraeg a vremañ, Karadeg e brezhoneg a vremañ), a oa mab Cunobelinos (Konvelen), ur roue brezhon en Enez Vreizh, er pobloù anvet Trinobanted ha Katuvellauned. Hennezh eo an haroz brezhon a gasas ar Vrezhoned da vrezeliñ ouzh ar Romaned o doa aloubet e vro war-dro ar bloaz 43 betek ma voe tapet gant e enebourien e 51, en amzer an impalaer Claudius.
Ur breur yaouankoc'h da Dogodumnos e oa Caratacos, hervez an istorour roman Dion Cassius. Faezhet e voent o-daou gant ar jeneral Aulus Plautius, war ar stêrioù Medway ha Tavoez. Mervel a eure Togodumnos un tamm goude, ha kemeret e voe kêr Gamulodunum (Colchester hiziv) gant Plautius.
E 51, hervez Tacitus[1], e kasas Silures hag Ordovices Kembre gantañ a-enep arme Publius Ostorius Scapula. Trec'het e voent gant Ostorius met skampañ kuit a eure Caratacos, tra ma voe tapet e diegezh gant ar Romaned. Neuze ez eas war-du an hanternoz, da vro Gartimandua, rouanez ar Brigantes, met honnezh e werzhas d'ar Romaned. Kaset e voe da Roma evit bout diskouezet e trec'hlid e enebour gant e diegezh penn-da-benn. Ur brezegenn a reas dirak an impalaer, ha ganti e voe saveteet.
Hervez Dion Cassius[2] en doa lavaret, o welout pinvidigezh Roma : « Penaos e kredit-hu, a zo kement a vadoù deoc'h, teurel ho c'hoant war hon zeltennoù paour ? »
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Leonard Cottrell, The Roman Invasion of Britain, Barnes & Noble. New York, 1992
- Sheppard Frere, Britannia: a History of Roman Britain, Pimlico, 1991
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Caractacus / 1
- (en) Caratacus / 2
- (en) Caratacus / 3
- (en) Catuvellauni
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (la) Annales, XII, 33-38.
- ↑ (fr) Histoire romaine, LXI