Corcovado (kanaouenn)
Corcovado zo titl ur ganaouenn doare Bossa Nova savet gant ar c'haner-sonaozer brazilian Antônio Carlos Jobim e 1960.
Ar ganaouenn hag a ra meneg eus ar c'hCorcovado, ar menez mil vrudet o valirañ a-us da vae Rio de Janeiro, a oa bet troet e saozneg gant ar C'hanadian Gene Lees. Kemmet hec'h anv e Quiet Nights of Quiet Stars e oa bet enrollet e 1965 gant ar c'haner stadunanat Andy Williams.
Tremen a ra da standard jazz etrebroadel ha kanet pe sonet eo bet gant forzh a arzour meur, Charlie Byrd, Miles Davis, Doris Day, Ella Fitzgerald, Art Garfunkel, Stan Getz, Astrud Gilberto, João Gilberto, Engelbert Humperdinck, Sérgio Mendes, Oscar Peterson, Cliff Richard, Frank Sinatra en o zouez.
Ar gerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Um cantinho, um violão Ur c'hornig, ur gitar
Esse amor, uma canção Hon c'harantez, ur ganaouenn
Pra fazer feliz a quem se ama Da lakaat an hini a garan eürus
Muita calma pra pensar Sioulder e-leizh da brederiañ
E ter tempo pra sonhar Ha kaout amzer da huñvreal
Da janela vê-se o Corcovado Eus ar prenestr e weler ar c'hCorcovado
O Redentor, que lindo ! Hon Dasprener, na kaerat !
Quero a vida sempre assim Fellout a ra din e pado ar vuhez evel-se
Com você perto de mim Ganeoc'h-c'hwi e-tal ma c'hichen
Até o apagar da velha chama Betek ma vo mouget ar flammenn diwezhañ
E eu que era triste Ha me a oa trist
Descrente desse mundo Hep feiz er bed
Ao encontrar você eu conheci Pa gejis ganeoc'h e ouvezis
O que é felicidade, meu amor. Petra 'oa al levenez, ma muiañ-karet.
E eu que era triste
Descrente desse mundo
Ao encontrar você eu conheci
O que é felicidade, meu amor.