Mont d’an endalc’had

Donostia

Eus Wikipedia
 Donostia 
Traoù heverk Donostia
Traoù heverk Donostia
ArdamezioùBanniel
Anv spagnolek San Sebastián
Melestradurezh
Bro Banniel Euskal Herria Euskal Herria
Proviñs Gipuzkoa Gipuzkoa
Stad Banniel Spagn Spagn
Kumuniezh emren Euskadi Euskadi
Komark Donostialdea
Kod post 20001-20018
Maer·ez
Amzer gefridi
Eneko Goia Laso (EAJ)
2023-2027
Lec'hienn web https://www.donostia.eus/
Poblañsouriezh
Annezidi Donostiarra
Poblañs 187 850 ann. (2022)
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
43°19′21″N 1°59′3″W
Uhelderioù kreiz-kêr : 6 m
bihanañ 0 m — brasañ m
Gorread 60,89 km²
Lec'hiadur
Donostia e proviñs Gipuzkoa
Donostia e proviñs Gipuzkoa

Donostia (anv ofisiel euskarek) eo kêr-benn proviñs Gipuzkoa, en Euskal Herria, ha graet e vez San Sebastián anezhi e spagnoleg (stumm kenofisiel er skridoù spagnolek, abaoe 2012) ha Donostia-San Sebastián pa vez implijet an div yezh[1]. 187 850 a oa o chom e kêr e 2022, hag ar meurgêr a dizhas 436 500 annezad e 2010[2].

War aod ar Meurvor Atlantel emañ, etre kêr Orio ha porzh Pasaia, 20 km eus an harzoù etre an div stad spagnol ha gall, ha 38 km eus kêr Miarritze. Brudet eo an draezhenn hag ar bae, a vez graet Kontxa anezhi (La Concha e spagnoleg).

Etimologiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daoust dezho bezañ ken disheñvel o deus Donostia ha San Sebastián ar memes ster: hini Sant Sebastian, sant-paeron ar gêr. An elfenn dona/done/doni a gaver e anvioù-lec'h euskarat zo a dalv "sant" hag e teu deus al latin domine, eil lodenn Donostia 'zo berradur anv ar sant.

Div zamkaniezh zo a zispleg daskemm an anv euskarek: unan a ginnig *Done Sebastiáne > Donasa(b)astiai > Donasastia > Donastia > Donostia, hag an hini all a ginnig *Done Sebastiane > *Done Sebastiae > *Done Sebastie > *Donesebastia > *Donasastia > *Donastia > Donostia.

Teir aod zo e kêr Donostia, a gornôg da reter: Ondarreta, Kontxa ha Zurriola.

Meneget eo ar gêr evit ar wezh kentañ e 1014 e dornskrid Sancho Veur a Navarra a laka abati Donostia e dornioù abad Leire hag eskopti Iruña.

Melestradurezh ha politikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud marvet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevellet eo Donostia gant c'hwec'h kêr:

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Boletín oficial del estado (kannadig ofisiel ar Stad)
  2. Lec'hienn ofisiel Donostia: (es) Donostia tiene una población de 187.850 habitantes / (eu) Donostiak 187.850 biztanle ditu