Emgann Mers-el-Kebir
Rann eus | Operation Catapult |
---|---|
Stad | Frañs |
Lec'h | Mers El Kebir |
Daveennoù douaroniel | 35°43′10″N 0°41′20″W |
Deiziad | 3 Gou 1940 |
Abeg pennañ | military incompetence |
Emgann Mers el-Kebir pe tagadenn Mers el-Kebir zo un emgann war vor eus an Eil Brezel-bed. Taget e oa ur skouadrenn eus ar morlu gall d'an 3 a viz Gouere 1940 gant ar Royal Navy pa oa eoriet e porzh milourel Mers el-Kebir (pleg-mor Oran, Aljeria) hep embann brezel ebet. 1 297 den a oa bet lazhet, meur a Vreizhad en o zouez. Aon he doa ar Rouantelezh-Unanet, hec'h-unan a-enep an Trede Reich hag Italia d'ar c'houlz-se, e lakafe Hitler e grabanoù war ar strollad-listri-se goude ma oa bet sinet un arsav-brezel etre gouarnamant Vichy hag an Alamagn nazi hag Italia faskour un nebeud devezhioù a-raok, ar pezh en dije roet e du dezhañ da gaout ur morlu galloudusoc'h eget o hini.
Dre un notennig en traoñ d'ar bajennad 103 eo meneget an darvoud skrijus-mañ gant Jarl Priel e-barzh Va Zammig Buhez : (1) Ha pa soñjan pegen sod 'oa Breizhiz e-pad ar brezel gant kenvroidi an Aotrou Churchill, daoust d'al lazhadeg e Mers-el-Kebir !