Fonologiezh
Evit kompren mat petra a dalv ar fonologiezh eo mat he c'heñveriañ gant ar fonetik : plediñ a ra ar fonetik gant studi ar sonioù a c'heller kavout er yezhoù ('fonennoù'), ar fonologiezh, avat, a denn d'ar perzh a c'hoari ar sonioù en ur yezh resis (d.l.e. ar 'fonemoù'). Da skouer eo fonologel an diforc'h e brezhoneg etre ar vogalennoù hir hag ar vogalennoù berr, rak daou c'her disheñvel eo kannañ ha kanañ pa n'eus kenetreze nemet an diforc'h fonetikel-se keit ha ma c'heller ober an hevelep sonioù berr hag hir e galleg hep cheñch ster d'ar gerioù dre-se : n'eo ket fonologel an diforc'h fonetikel-se e galleg, neuze.
Penaos renabliñ fonemoù ur yezh
Pal ar fonologiezh a zo kavout an holl ziforc'hioù fonetik hag o deus ur perzh strukturel da c'hoari en ur yezh resis, da lavarout eo dizoleiñ peseurt sonioù a dalvez da fonemoù er yezh-se. Graet e vez kement-mañ dre glask parioù nebeutañ, da lavarout eo parioù gerioù hag a zo gerioù disheñvel en ur yezh dre cheñch perzh ur son nemetken.
Ret eo d'ar fonemoù en ur par nebeutañ kaout ur re berzhioù fonetik boutin, da skouer :
posupl eo keñveriañ :
/p/ kensonenn dre serriñ gweuz-dent divouezh
ha
/b/ kensonenn dre serriñ gweuz-dent mouezhiet
met n'eo ket posupl keñveriañ:
/p/ kensonenn dre serriñ gweuz-dent divouezh
ha
/g/ kensonenn dre serriñ drekstaon divouezh
N'eo ket heñvel dre-ret, anat eo, fonemoù ur yezh resis ha re ur yezh all.
Alofoniezh (saoz. 'allophony')
Ouzhpenn ar fonemoù eo ret komz ivez eus an alofonennoù. An alofoniezh a zo anezhi an doareoù disheñvel a zo da zistagañ ur fonem hep cheñch ster ur ger. Da skouer e c'heller distagañ an /r/ e brezhoneg e meur a zoare disheñvel hervez al lec'h, met komprenet e vez ez eo un 'r' memestra. Alofonennoù int.
Un doare alofonenn ispisial anavet 'alofonenn lec'h' a gaver hervez al lec'h ma kaver ur fonem en ur ger. Da skouer e vez distaget e saozneg en un doare disheñvel ar fonem /p/ hervez ma vez kavet e penn ur ger, e lost ur ger pe etre vogalennoù - met ur /p/ a vann memestra.
Al liveadur (saoz. 'neutralisation')
Setu ur c'hoarvoud a gaver e brezhoneg. Pa'z a da get un diforc'h fonologel hervez reolennoù resis, da skouer hervez al lec'h ma kaver ur fonem ennañ, e vez graet 'liveadur' eus an darvoud-se. Da skouer ez eo fonemoù disheñvel /p/ ha /b/ e brezhoneg pa vezont kavet e lost ur ger e lec'h ma teu an daou da vezañ /p/ nemetken – da lavarout eo e vez liveet an diforc'h etre kensonennoù mouezhiet ~ divouezh e dibenn ur ger.
An heñveladur (saoz. 'assimilation')
Ret eo ober an diforc'h etre al liveadur diouzh un tu hag an heñveladur diouzh an tu all. Lavaret e vez eo bet "heñvelaet" ur fonem pa vez livet gant perzhioù ar fonemoù a deu war he lerc'h (heñveladur war-raok) pe en he raok (heñveladur da heul). E brezhoneg e vez kavet c'hoarvoudoù a seurt-se pa vez distaget mat eo /madeo/ rak mouezhiet e vez an /t/ e dibenn ar ger abalamour ma eo ar mouezhiañ ur perzh fonetikel eus ar vogalenn da heul.
Ar fonologiezh dreistskizhel (saoz. 'suprasegmental phonology')
Studiet e vez ar c'hoarvoudoù deskrivet a-us gant ar fonologiezh elfennek (saoz. 'segmental phonology'). Gant ar fonologiezh uselfennek, avat, e vez studiet c'hoarvoudoù na dennont ket da sonennoù ar yezh o-unan evel taol-mouezh ar gerioù (saoz. stress), taol-mouezh ar frazennoù (saoz. intonation) hag an tonennoù evel ar re a gaver e yezhoù evel ar sinaeg gant ar fonologiezh.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |