Giovanni Malatesta
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv-bihan | Giovanni |
Anv-familh | Malatesta |
Deiziad ganedigezh | 1240 |
Lec'h ganedigezh | Rimini |
Deiziad ar marv | 1304 |
Lec'h ar marv | Castello Due Torri di Scorticata |
Tad | Malatesta da Verucchio |
Breur pe c'hoar | Malatestino Malatesta, Paolo Malatesta |
Pried | Francesca da Rimini |
Bugel | Tino Malatesta, Ramberto Malatesta |
Familh | House of Malatesta |
Micher | condottiero |
Karg | Aotrou |
Giovanni Malatesta (marvet e 1304), pe Gianciotto (e verranv), a oa mab Malatesta da Verucchio, aotrou Rimini. Giovanni a oa paotr a galon, met kamm ha nammet.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Guido da Polenta a oa bet o vrezeliañ a-enep an tiegezh Malatesta. Pa voe arsavet ar brezel e c'hoantaas Guido kadarnaat ar peoc'h dre zimeziñ e verc'h, Francesca da Rimini, da bennhêr Malatesta, Giovanni Malatesta e anv (ha Gianciotto e verranv), mab Malatesta da Verucchio, aotrou Rimini. Giovanni a oa paotr a galon, met kamm ha nammet. Gouzout a-walc'h a ouie Guido e vije nac'het ar Giovanni gant Francesca, neuze e voe graet an eured dre hanterouriezh breur Giovanni, ar paotr koant Paolo Malatesta.
Francesca a orgedas ouzh Paolo ha ne gomprenas an touell nemet da zeiz war-lerc'h an eured.
Francesca ha Paolo a voe orgedet war-lerc'h lenn istor Lancelot ha Guinevere, hag a zeuas da vout serc'hed. Tapet e voent war an tomm gant Giovanni ha lazhet gantañ.