Goulc'han Kervella
Goulc'han Kervella | |
Goulc'han Kervella
| |
Anv ofisiel | Goulc'han Kervella |
---|---|
Lesanv(ioù) | Laouig ar Meuler |
Ganedigezh | 4 a viz Gouere 1951 Plougerne ( Breizh) |
Micher(ioù) | Aktour Leurenner Saver pezhioù-c'hoari Rener ur strollad-c'hoariva Stummer Skrivagner |
Pezhioù brudet | Ar Basion Vras Buhez Mikael an Nobletz Yann-Vari Perrot Ar Mevel Bras Fest ar Pimoc'h |
Priz(ioù) | Kolier an Erminig e 1998 |
Goulc'han Kervella, ganet d'ar 4 a viz Gouere 1951 e Plougerne en ur familh bezhinaerien, zo ul leurenner, ur c'homedian, ur rener strollad c'hoariva hag ur saver pezhioù-c'hoari ha romantoù. Gant e strollad c'hoariva Ar Vro Bagan o deus graet berzh an arvestoù brezhonek ha gallek diskouezet da viliadoù a dud.
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregiñ a reas gant e studioù medisin e 1969 ha sevel a reas un dezenn diwar-benn Ar medisinerezh el lennegezh vrezhonek en XIXvet hag XXvet kantved. D'ar memes koulz e oa krog da vezañ troet gant ar c'hoariva hag en doa kemeret perzh e Strollad ar Vro Bagan, un oaled evit ar re yaouank ha chomet eo e rener. E 1982 e reas e soñj mont war ar vicher komedian.
Skrivet ha savet en deus meur a bezh-c'hoari e galleg hag e brezhoneg ha kaset en deus ur pezh-mell labour evit brudañ ar c'hoariva er skolioù. Awenet eo gant istor Bro-Leon, he zud vrudet, he zud vunut hag he sevenadur, pouez ar relijion enni. Skrivet en deus levrioù brezhonek ivez evel ur buhezskrid, danevelloù ha romantoù.
Savet en deus pezhioù-c'hoari istorel pe gempred levezonet pe get gant testennoù anavezet (Barzaz Breiz, Pasion Jezuz-Krist, Mojenn Kêr-Is, Buhez Mikael an Nobletz) hag ivez pezhioù-c'hoari farsus, enno ur sell hag ur preder war emdroad kevredigezh Bro-Leon pe Vreizh a-bezh.
Koulskoude en deus leurennet Goulc'han Kervella pezhioù-c'hoari pe danevelloù an oberourien vrezhonek pennañ ivez : Tangi Malmanche, Jakez Riou, Yann-Vari Perrot, Jarl Priel, Roparz Hemon, Per-Jakez Helias, Pêr-Mari Mevel, Naig Rozmor. Lakaet en deus da dreiñ e brezhoneg pezhioù-c'hoari Anton Tchec'hov (An droug a ra ar butun), Georges Courteline (Gant aon da gaout bazhadoù), Alejandro Casona (Justis ar C'harijidor), Tristan Bernard (Laeroñsi).
Meur a wech eo bet c'hoariet ar pezhioù-c'hoari evit ar skinwel brezhonek : Meurlarjez ha Lina savet gant Roparz Hemon, da skouer.
Graet en deus Strollad ar Vro Bagan ul labour a-bouez-tre gant ar skolidi hag ar skolajidi skoliataet gant Diwan ken e vezont boas, darn anezho dianav, da vont war al leurenn.
Kemer perzh e buhez e gornad a ra Goulc'han Kervella. Bet eo bet eilmaer Plougerne etre 1983 ha 2001 ha prezidant Mirdi ar vezhinerien.
Roet eo bet Kolier an Erminig dezhañ e 1998.
2016
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Genver e oa bet roet da c'houzout e oa prest ur romant gant Kervella da zont er-maez eus ti TES pa oa bet enebet gant Rektoriezh Roazhon ouzh an embann abalamour ma oa bet meneget anv Roparz Hemon en oberenn[1],[2]. Embannet eo bet en eil trimiziad 2016 e ti Al Liamm gant an titl : Mari-Vorgan ar Glandour.
Oberoù G. Kervella
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]C'hoariva
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ma c'helljen-me kanañ laouen, embannet gant Al Liamm (1977)
- Buhez Mikael an Noblez
- Liberta
- Ar Basion Vras
- Gwerz ar vezhinerien
Skridoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Laenneg medisin. Al Liamm, 1985 (Priz Langleiz), tezenn medisin war buhez Laenneg.
- Lara. Al Liamm, 1989, teskad danevelloù[3] .
- Ar chase. Al Liamm, 1980, romant.
- Brezel ar Rigadell. Al Liamm, 1994, romant.
- E vrennigenn ziwezhañ. An Here - Al Liamm, 1999, teskad danevelloù.
- Yann-Vari Perrot : istor ur pezh-c'hoari, kenembannet gant Al Lanv ha Strollad ar Vro Bagan, 1991.
- Dre ar prenestr. Al Liamm, 2006, danevelloù.
- Pemp dorn d'ar maout, Al Liamm, niv. 357, 2006, romant polis savet asambles gant Frañsez Favereau, Yann Gerven, Stefan Moal ha Filip Oillo.
- Aada ha Marki, (Goulc'han Kervella), Al Liamm
- N'eus ket a garantez eürus, romant, Skol Vreizh, 2015
- Mari-Vorgan ar Glandour, romant, Al Liamm, 2016
- Distro Jarl eus ar brezel, romant, Skol Vreizh, 2018
- Temptadur ar c’hloareg Frañsez, romant, Aber, 2018
- Karantez-digarantez, teskad kevellennoù, Aber, 2020
- Enez an Amerikaned, romant, Skol Vreizh, 2021
Oberennoù all zo bet embannet gant Emgleo Breiz.
Troidigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]-embannet gant TES :
- Marie-Hélène Place ha Caroline Fontaine-Riquier, Nedeleg Baltazar, TES, 2017.
- Gabrielle Vincent,
- Ernest ha Célestine - Goulennoù Célestine, TES, 2015
- Ernest ha Célestine - Gouel Nedeleg Ernest ha Célestine, TES, 2017
- Ernest ha Célestine - Ar wezenn Nedeleg, TES, 2017
- Ar yarig a felle dezhi gwelet ar mor, Gwengolo 2019
Pennadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Un nebeut evezhiadennoù diwar-benn ar c'hoariva brezhonek, Al Liamm niv. 193, 1979.
Enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1998 e voe roet Kolier an Erminig dezhañ en abeg d'e labour evit Breizh hag ar brezhoneg.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Goulc'han Kervella, Roll ar pezhioù c'hoariet gant Strollad ar Vro Bagan. In : Al Liamm, nn 245, Du-Kerzu 1987. 50 pezh-c'hoari renablet.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Goulc'han Kervella a ro e soñj diwar-benn afer e levr difennet gant an ensellerezh akademiezh, France Belu Breizh Izel, 05/02/2016
- ↑ Ils défendent le livre de Goulc'han Kervella, Ouest-France, 21/04/2016
- ↑ Dindan an titl Lara eo bet adembannet e 2002 gant An Here - Al Liamm war un dro an danevelloù a oa e Lara 1989 hag ar re a oa e-barzh E vrennigenn ziwezhañ e 1999, gant ur rakskrid gant Herve ar Bihan.