Ildud
Ildud (pe Iltud), marvet war-dro 530, a oa ur sant brezhon, deuet eus Enez Vreizh da Arvorig (pe marteze ar c'hontrol), e dibenn ar Vvet pe penn-kentañ ar VIvet kantved. Breur e vije bet da Sadwrn, ha diskibl d'ar manac'h Dyfrig. Anavezet eo ivez evel diazezer un abati e kreisteiz Kembre, e Llanilltud Fawr, e Morgannwg, ma voe desket brasañ sent Breizh. Un den a bouez bras e oa eta abalamour da efedoù e labour hag e levezon war tud a voulc'has istor Breizh.
E anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kavet e vez doareoù-skrivañ all : Illtyd, Eltut, ha Hildutus e latin.
Istor ha mojenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hiriv e soñjer e oa e penn Cor Tewdws, ar manati-skol.
Er buhezskridoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez skrid latin Buhez Samzun, eus ar VIIvet kantved avat, e vije bet diskibl da Jermen Auxerre a deuas da Enez Vreizh da brezeg. Kement-se ne dalv ket e vije bet kelennet war-eeun gant an eskob galian. War a gomprener e oa bet soudard ha dimezet kent bout abad manati Llanilltud Fawr, e Morgannwg, e kreisteiz Kembre, ma voe skoliet menec'h ha sent e-leizh hag a eas goude da avielañ Kernev-Veur ha Breizh. Kelenn a rae ar Skritur Sakr hag ar brederouriezh eno moarvat dre ma oa desket warno.
Meur a skrid zo eus Buhez Ildud, hag an hini koshañ a zo eus 1140, ma kaver mojenn kentoc'h evit istor. Kontet eo penaos e treizhas da Vreizh gant lestradoù ed abalamour d'an naonegezh a oa eno. Hervez ar skrid e oa mab d'ur priñs brezhon arvorigat anvet Bican Farchog, e voe brezelour gant e genderv ar roue Arzhur, hag e savas bec'h etrezañ ha sant Cadoc en abati Llancarfan. Gant ur vandennad e teuas Ildud da breizhata an abati, ha redek a reas ar venec'h war o lerc'h. En ur c'hoad e tigoras an douar dindan treid ar breizherien, lonket e voent holl nemet Ildud. Cadoc a lavaras e begement da Ildud, penaos en doa ankouaet e relijion, ha setu ar brezelour ken mezhekaet ma'z eas da vanac'h, un tamm evel Ignacio de Loyola en un amzer all, en ur vro all.
Levezon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En un amzer ma ne oa ket a skolioù ha ma ne veze kenteliet nemet bugale ar re binvidik ne oa nemet manati Ildud a oa an tostañ tra d'ur skol uhel. E-touez e studierien e oa tri rummad tud :
- ar re ac'h eas da Gernev-Veur : Petroc, Piran, Morwenna.
- ar re ac'h eas pelloc'h, da Arvorig, goude bet e Kernev-Veur ur pennad alies: Brieg marteze, met Paol Aorelian ha Samzun a dra sur, ha Magloar, Gweltaz, Kadou, Luner, tud a ouenn uhel an holl anezho, ha dezho diskibien ivez ...
- ar re a chomas e Kembre, evel Dewi ha Baglan.
Goulennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a dra n'int ket sklaer:
- n'ouzer ket pelec'h e oa ganet na marvet : pe en Enez Vreizh, e Kembre, e Morgannwg marteze, evel kalz sent vrezhon all, pe e Breizh? E Kembre avat eo e savas e skol.
- Deuet e vije eus Breizh da Gembre gant diskibien?
- Petra zo kaoz eo ken niverus al lec'hioù en e anv e Kembre koulz hag e Breizh?
Lidet e vez d'ar 6 a viz Du.
Anv-badez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un anv-badez brezhonek eo Ildud. Kavout a reer ivez stummoù kevrennek evel Yann-Ildud.
Anvioù-lec'hioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Chomet eo an anv e lec'hioù zo:
- e Bro-Gwened:
- e Leon:
- an Aber-Ildud,
- parrez Lannildud,
- e Treger:
- e Trogeri, iliz Sant Ildud.
- Llanilltud Fawr
- Iliz Sant Iltud e Pen-bre.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unan eus harozed Buchedd Garmon, pezh-c'hoari Saunders Lewis diwar-benn Jermen Auxerre, eo Iltud, gant Paulinus Kembre.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Léon Fleuriot, A Dictionary of old breton – Dictionnaire du vieux breton Part 1, Toronto Prepcorp Limited 1985, page 15.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 12th century Life of Saint Illtud in English
- Life of Saint Illtud in Latin
- Early British Kingdoms: St. Illtud Farchog
- ↑ Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, 1939, (e galleg), pajenn 21