Mont d’an endalc’had

Jean-Michel Blanquer

Eus Wikipedia
Jean-Michel Blanquer e 2017.

Jean-Michel Blanquer, ganet e Pariz e 1964, zo ur politikour gall, bet ministr an Deskadurezh.

E dad hag e vamm zo ganet en Alger [1]. Divorset eo.

Goude e studioù e voe kelenner-enklasker e Skol-veur Panthéon-Assas e 1992, e Skol-veur François-Rabelais e 1994, hag en Institut d'Études Polítiques e Lille e 1996. E 1998 e voe anvet e penn an Institut des Hautes Études d’Amérique Latine. Etre 2004 ha 2006 e voe rektor Akademiezh Gwiana c'hall, hag etre 2007 ha 2009 en Akademiezh Créteil. E 2009 e voe anvet da rener meur an deskadurezh dindan ar ministr Luc Chatel. E 2013 e teuas da vezañ prezidant an ESSEC Business School.

Hag e 2017 e voe anvet da Vinistr an Deskadurezh, e gouarnamant kentañ Emmanuel Macron.

Abaoe m'eo ministr en deus komzet meur a wech a-enep kelennadur ar brezhoneg : e miz Mae 2019 e oa savet a-enep ar c'helenn dre soubidigezh er skolioù Diwan[2] ; hag e miz C'hwevrer 2020 en doa kemeret ar gaoz er Vodadenn Vroadel a-enep kinnig-lezenn Paul Molac[3]. n'eo ket bet dislâret ar ministr gant e gentañ ministr na gant e brezidant.

N'eo ket bet adkemeret evel ministr an deskadurezh

Klasket en deus ur bastell-vro ma c'hallje mont war ar renk da vont da gannad. Goulennet en deus digant ur gannadez eus e strollad leuskel he lec'h gantañ, en aner. neuze eo aet da lakaat e anv e pastell-vro Montargis[4] ha korbellet eo bet.