John Davis Skilton Jr.
John Davis Skilton Jr., bet ganet d'an 28 a viz C'hwevrer 1909 e Cheshire (Connecticut, Stadoù-Unanet Amerika) hag aet da Anaon d'an 22 a viz Genver 1992 e Bridgeport (Connecticut, SUA), a oa ur mirour mirdi stadunanat hag a gemeras perzh en Eil Brezel-bed evit adkavout ha saveteiñ an oberennoù arz bet laeret gant an Nazied en Europa a-bezh.
Studioù hag an Eil Brezel-bed o tont...
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E studi a reas e Skol-veur Yale[1] ha tapout ur vachelouriezh skol-veur[2] e 1933 hag ur vestroniezh skol-veur[3] war an arzoù e 1936. Meur a veaj a reas en Europa e-kerzh e bennad studi, o heuliañ kentelioù e Skol-veur Pariz (Bro-C'hall) peurgetket. Paket e ziplomoù gantañ ez eas da virour National Gallery of Art e Washington D.C. (SUA) ma tarempredas Lamont Moore (1909-1988), Charles Percy Parkhurst (1913-2008) ha Craig Hugh Smyth (1915-2006) hep goût e oa tonket an holl anezhe da vont da vMonuments Men a-benn un nebeud mizioù. Kemer a reas perzh e tres skarzhañ oberennoù arz National Gallery da zDomani Biltmore e-kichen Asheville (North Carolina, SUA) e 1942 : adalek miz Genver betek miz Mezheven 1943, a-gevret gant Smyth, e reas war-dro delc'her a-ratre ha gwareziñ anezhe en o lec'h stokañ nevez da c'hortoz.
E-pad an Eil Brezel-bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Gwengolo 1943 ec'h enrollas Skilton en US Army ha lakaet e voe e rannad vezegiezh an 69vet batailhon troadegiezh ardivinkaet (16vet rannarme hobregonet). E penn-kentañ 1944 e voe anvet da ofiser e Monuments, Fine Arts, and Archives program e Bro-C'hall, ur strollad krouet e miz Mezheven 1943 gant ar jeneral Dwight D. Eisenhower (1890-1969) hag a raed Monuments Men[4] anezhañ.
Pa voe dieubet Plougastell-Daoulaz (Penn-ar-Bed, Breizh) gant al lu stadunanat e miz Eost 1944 e voe peuzdistrujet kreiz-kêr ha foeltret-mat he c'halvar. Goude bezañ lakaet er goudor (e grignol presbital an iliz) an delwennoù hag ar skolpennoù maen da-heul ar bombezadegoù kent e prometas al letanant Skilton distreiñ hag ober war-dro ratreañ ar monumant. An dra lâret a voe sevenet rak a-drugarez da Plougastel Calvary Restoration Fund Inc bet savet gantañ kenkent ha distroet da SUA e c'helljod ratreañ an delwennoù, ul labour kaset da benn gant ar c'hizeller John Millet e 1948-49. Anvet e voe Skilton da geodedad a enor gant kêr Blougastell e 1959.
Estreget e Breizh e strivas an ofiser stadunanat da wareziñ ha reneveziñ teñzorioù an amzerioù kozh. Bombezet puilh e voe Würzburg (Bavaria, Alamagn) d'ar 16 a viz Meurzh 1945 ken e kouezhas toenn goad Annez Würzburg en he foull o lakaat an daolenn Olimpo attorniato dalle quattro parti del mondo gant al livour italian Giambattista Tiepolo (1696-1770) dindan an amzer. E-pad sizhunioù e tastumas prenn evit dresañ an doenn ha kavout a reas ur berniad hanoch e-kichen Ochsenfurt hag a gasas, o dranellañ war-c'horre ar Main, da Heidingsfeld. Goude bezañ savet un heskennerezh, gant e arc'hant dezhañ, da droc'hañ an hanoch e c'hoursellas ur skipailh ijinourien, labourerien ha tisavourien alaman evit ma vije dreset an doenn a-raok da livadur dispar ar sel bezañ peurzistrujet gant ar glaveier. Ne voe ket peurachuet al labourioù divent-se a-raok 1987 a-benn ar fin. Deroet e voe ar Verdienstkreuz (Kroaz an Dellezegezh) da Skilton gant gouarnamant Republik Kevreadel Alamagn.
War-lerc'h an Eil Brezel-bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude ar brezel, hag eñ distroet d'e vro c'henidik, ez eas da labourat e Brooklyn Museum (New York), Detroit Institute of Arts (Detroit (Michigan, SUA) hag e Palieroù arz Parke-Bernet (New York). Enoret e voe gant ar gouarnamant gall a zeroas Medalenn an Anaoudegezh c'hall hag al Lejion a enor dezhañ. Embannet e voe e eñvorennoù troet e galleg el levr Défense de l'Art Européen (Souvenirs d'un officier américain « Spécialiste des Monuments ») e 1948. E-pad tregont vloaz e chomas prezidant Kevredigezh-koun ar ganerez poloniat Marcelina Sembrich-Kochańska (1858-1935) hag oberiant-kenañ en aozadur Festival Spoleto (dalc'het e Charleston, South Carolina). Ezel a-hed buhez eus Akademiezh ar Varzhed stadunanat[5] e oa.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ E New Haven (Connecticut), SUA.
- ↑ Bachelor of Arts e saozneg.
- ↑ Master of Arts e saozneg.
- ↑ Istor ar strollad-mañ a oa bet kontet e 2007 el levr Monuments Men: Allied Heroes, Nazi Thieves and the Greatest Treasure Hunt in History gant Robert Morse Edsel hag e 2014 er film The Monuments Men gant George Clooney.
- ↑ Academy of American Poets e saozneg.
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) The Monuments men