Kastell Susinioù
MONUMANT ISTOREL |
---|
Kastell Susinioù, gwelet eus ar geunioù, e tu an aod |
Emañ Kastell Susinioù e Gourenez Rewiz, e kumun Sarzhav, nepell diouzh ar mor bras. Savet e voe gant Duged Breizh etre an XIIIvet hag ar XVvet kantved. E-kichen ar c'hastell, savet etre ar mor hag ar gwernioù, e c'heller gwelet ivez dismantroù ur chapel hag ur c'houldri.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Orin ar c'hastell : an Tiegezh Dreux
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En deroù an XIIIvet kantved e oa Breizh e-barzh tachennad levezon ar Rouantelezh saoz betek e voe lazhet an dug Arzhur Iañ e 1203. O vezañ ma oa bet lakaet e c'hoar en toull-bac'h e Bro-Saoz e voe graet eus Alis Breizh pennhêrez kurunenn an dugelezh gant baroned ha preladed Breizh. En ur ober e vad eus an degouezh-se e soñje roue Bro-C'hall liammañ Breizh d'e c'halloud dre zimeziñ e genderv Pêr Dreux gant ar bennhêrez kerkent ha 1213, goude ma varvas Guy de Thouars. Setu penaos e teuas an dug yaouank da vezañ gwarnour an dugelezh ha setu pegoulz e voe savet ar maner kentañ, etre 1213 ha 1237 war a seblant. Evit gwir e voe meneget Susinioù evit ar wech gentañ en ul lizher skrivet gant Pêr Dreux e 1218, nemet ne oa ket resisaet natur al lec'h-annez. Bezañs ur raksavadur hepken, ha n'eo ket gwall anavezet hiriv an deiz c'hoazh, a c'hall bezañ aliet dre un nebeud arverkoù arkeologel, en o zouez e oa un nebeud diazezadurioù a berzhioù tenneris norzh an XIIIvet kantved. Galloud a reer soñjal e oa ar c'hastell un ''ostaleri chaseal'' tost ouzh Gwened dre ma oa ur c'hoadeier a skoe outañ.
Liammoù kreñv ha tost a oa etre duged Breizh ha roueed Bro-C'hall e deroù an XIIIvet kantved, hogen e z'eas war fallaat o darempredoù e-kerzh ren Loeiz VIII ha rejañs Blanca Kastilha. Dibab a reas Pêr Iañ da gemer perzh en dispac'hioù adalek 1227 betek 1234 a-enep ar roue gall Louis IX hag e stouas dirak ar roue saoz Henri III. Lakaet e voe an dug Pêr Iañ da gostez gant e varoned hag e voe lakaet e vab en e-lec'h, Yann Iañ e anv, abalamour d'e zibaboù politikel, d'e zarempredoù gant ar varoned veurañ ha d'ar gourdrouz gall. An dug nevez a gendalc'has al labourioù a oa bet kroget gant e dad e Kastell Susinioù. Menegoù kentañ eus Susinioù a ziskouez e oa ur ''maner'', dianav e steuñv. N'anavezer ket kalz a draoù diwar e benn, nemet e tlee bezañ bras a-walc'h evit lakaat en toull-bac'h an aotrou Lanvaoz e 1238 hag e oa bet ''kroget ha savet gant an dug-se nevez zo".
Bevañ a rae alies-mat an dug hag e familh er c'hastell etre 1240 ha 1250, war-lerc'h ne voe ket gwelet ar c'hoskor kement hag e veze a-raok. Koulskoude ne voe ket harzet ar raktresoù labourioù a-hed ar prantad-se. Diwar-se e soñjer e oa a-fed Yann Iañ e oa bet savet an tenneris norzh bras hag an tour kornôg pevarc'hornek. Difenn a rae al lec'h an domani e tu ar mor ha moned Gwened a zispleg perak eo bet staliet aze. Eus al lojeiz-norzh hag a oa ur rann eus hollad an XIIIvet kantved ne chom hiriv-an-deiz nemet prenestroù ar voger-greñv a skoe outañ hag an aspadennoù a zo bet dizoloet gant ar furchadegoù arkeologel.
E 1286 e voe kurunennet Yann II dug Breizh hag eñ a gendalc'has oberenn tisavouriel e dad hag e dad-kozh. Labourioù bras a oa bet kroget gant e c'hourc'hemenn dezhañ, hini an tour bras pe dour ar Sparfell er bizh peurgetket. Neuze e oa ur c'hastell eus an XIIIvet kantved a ziskoueze holl elfennoù mentek liammet gant e bal a zifenn. Sur kenañ e oa bevañ er c'hastell ha setu perak e oa bet lakaet ennañ dielloù ha teñzor familh an dug. Padal e chome un annezlec'h dudi endroet gant parkoù ha koadeier dereat evit chase an aotrouned hag e c'halle bezañ 100 den ag an noblañs o chom ennañ gant an dug (er XVvet kantved). Pep arc'hweloù buhez an noblañs a oa bodet gant ar c'hastell-se.
Brezel Hêrezh Breizh hag an Tiegezh Moñforzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude marv an dug Yann III e 1341 e stourmas e zaou hêr e-kerzh Brezel Hêrezh Breizh (1341-1364). Drezho hag a-hed ar brezel-se e voe daou gamp ar Brezel Kant Vloaz o vrezeliañ : ar C'hallaoued gant Charlez Bleaz en o fenn, un niz da roue Bro-C'hall anezhañ hag a oa dimezet gant Janed Pentevr, hag ar Saozon sturiet gant Yann Moñforzh. E benn ar fin e voe kemeret an trec'h war an tu Bloaz gant an tu Moñforzh, hag int da reizhañ o darempredoù gant roue Bro-C'hall. Disoc'hoù ar brezel a levezonas merañ an domani hag a voe perc'hennet warnañ un tiegezh dugel nevez. Souezhus eo n'en doe ket kastell Susinioù ur pal difenn pouezus d'ar mare-se, evelkent e c'hall bezañ liammet ar ranndanevell-se gant sevenidigezh un nebeud labourioù bras, o fal diorren an difenn. An emdroadur-se a c'haller merzout er skridoù, adalek ar mare-se e kaver enno kentoc'h ar ger "chastel" eget ar ger "maner" evit komz eus Susinioù.
Labourioù pouezus a zo bet graet dindan ren Yann IV ha Yann V. Kreñvaat a rejont neuzioù difenn hag annez ar c'hastell en ul lakaat war-wel pinvidigezh ha galloud ar berc'henned. Ouzhpenn elfennoù an difenn e voe lakaet takadoù dudi pompadus. E-kreiz ar XVvet kantved e oa Susinioù ur savadur lies ha kenaozet gant "emdroadur galloud an noblañs" hag "ezhomm kresk eus aezamant (...), eus ton hag eus pompad". Dougen a rae ar c'hastell ur seblant tost ouzh an hini a c'hall bezañ arvestet hiriv an deiz.
Gouarnourien ha kabitened ar c'hastell
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas Frañsez Iañ Breizh, mab da Yann V, e 1450. Dre ma oa eñ divugel evel e vreur hag e eontr e teuas Frañsez II da vezañ dug Breizh dre liammoù familh. Embreger a reas labourioù seveniñ bras e kastell Naoned, a gave gwelloc'h eget hini Susinioù. Kemeret e voe ar c'hastell e fin Brezel etre Breizh ha Bro-C'hall e 1491, e-pad ar pevare ergerzhadeg-vrezel gall ha n'e oa ket c'hoarvezet hep un nebeud distrujoù n'ez anavezer ket mat. Daoust ma oa bet dimezet Anna Breizh, merc'h Frañsez II anezhi, da Charlez VIII, war-lerc'h da Loeiz XII Bro-C'hall ha daoust da enebiezh kambr ar C'hontoù e voe roet kastell Susinioù da Yann IV Chalon-Arlay, Priñs Orañj anezhañ. Hennezh a daole pled ouzh domani Rewiz hag e teuas ennañ meur a wech. Goude marv ar Priñs e tivizas Anna Breizh da vezañ endro perc'hennez war an domani daoust ma oa tiegezh Châlon a-enep an dra-se. E 1505 ez arsavas rouanez Anna e Susinioù e-kerzh he Zro Breizh. Mamm-skridoù kontoù an domani a ziskouez deomp, en degouezh-se, e voe annezet ar c'hastell, dreset e voe ar prenestroù hag e voe prenet ivez peadra da vagañ ar rouanez hag he heuliad.
Goude bezañ aet Anna Breizh d'an anaon ez adtapas Kurunenn Bro-C'hall ar c'hastell a voe fiziet da ez-vestrez Frañsez Iañ Bro-C'hall e 1523 ha war-lerc'h da hini Herri II e 1543, anavezet dindan an anv a Ziane de Poitiers. En reiñ a reas buan d'he merc'h da-geñver he dimeziñ gant familh Brézé. Int a lakaas an domani da vezañ ur c'habitendi a rojont da Guillaume Montigny, a oa ur gwazour da Ziane de Poitiers. Ul levezon vras o do war ar c'hastell, hennezh hag e ziskennidi. Mirout a reas ar c'habitendi goude daspren Susinioù gant roue Bro-C'hall Charlez IX e 1562. An daspren-se a ziskouez pegen pouezus e oa ar c'hastell hervez ar roueed : zoken e teuas war al lec'h ar roue-se gant he mamm Catherine Medicis e miz Mae 1570.
Arouezet eo eil hanterenn ar XVIvet kantved e Susinioù gant gourdrouzoù brezel etre Bro-C'hall, Bro-Spagn ha Bro Saoz. Ouzhpenn-se e voe un enkadenn hêrezh goude marv ar roue Henri III e 1589, ur stourm relijiel ha politikel e oa war un dro rak ar pennhêr Herri Navar a oa protestant hag e rouantelezh da zont a oa katolik. Dont a reas gwarnour Breizh da vezañ penn an enebiezh gatolik, hag-eñ da vezañ soutenet gant familh Montigny a vere c'hoazh an domani. Gounezet a-nevez d'ar gatoligiezh e roas Herri IV an domani da unan eus e dud feal hag eñ en gwerzhas da gabiten Redon Frañsez Talhouët. Promesañ a reas d'ar re Vontigny e-kerzh kevraouadegoù e 1597 da virout evito kabitendi ar c'hastell, pezh a lakaas an div familh da stourmañ an eil ouzh eben e fin Brezel Breizh. Ar stourm-se a echuas gant disrann Domani Rewiz, roet da familh Talhouët hag ar c'hastell a voe miret gant ar re Vontigny.
Ar c'hastell dilezet tamm-ha-tamm
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Disrannañ ar c'hastell diouzh Domani Rewiz a seblant bezañ gwallus a-zivout kempenn ar c'hreñvlec'h a oa chomet etre daouarn familh Montigny. Distrujet e voe an toennoù hag ar siminalioù gant ur barr-avel taer e 1599. Stad an distrujoù a zo bet truezet gant Herri IV a c'hourc'hemennas reneveziñ ar c'hastell, pezh a ro testeni eus talvoudegezh an domani evit ar galloud gall. Ur sammad arc'hant a oa miret pep bloaz e kontouriezh an domani evit e gempenn.
En eil hanterenn ar XVIIvet kved e voe kavet an termen a "c'houarnour enezennoù, porzhioù hag havrioù Rewiz hag ar c'hastell" gwelloc'h eget hini a gabiten Susinioù. Danvez ar mor a oa talvoudusoc'h-talvoudusañ pa selle ouzh al lec'h ar galloud kreiz. Raktreset e oa bet zoken gant Richelieu da staliañ ur gumpagnuniezh genwerzh e Susinioù. E 1641 e voe graet eus e genderv gouarnour Susinioù, Jérôme du Camboult e anv. Ur gwarnizon hag armoù e-leizh a oa c'hoazh er c'hastell 1644. Koulskoude, o vezañ ma ne oa ket meret mat an domani hag abalamour da baouridigezh annezidi ar c'hourenez, a zlee kemer perzh e kempenn ar c'hastell, ez eas ar c'hastell da vont war ziskar.
E penn-kentañ ar XVIIvet kved ec'h adtapas Priñsez Conti ar c'hastell dre brenañ ar gwirioù staget ouzh an domani kozh. Dont a reas a benn da gemer en-dro madoù ar c'hastell a oa etre daouarn ar gabitened hag ar c'houarnourien abaoe fin ar XVIvet kved. Mererezh a voe fiziet d'he gwazourien ha d'he c'houerien. Daoust ma ne seblant ket bezañ dilezet ar savadurioù ganti e kaver meur a zanevell skrivet e-pad ar c'hantved-se hag a ziskouez deomp pegen fall e oa stad ar c'hastell, e savadurioù implijet da verniañ an eostadoù hag evit buhez bemdeziek an annezidi. Perzh Susinioù a zeuas da vezañ lec'heloc'h hag ec'h emdroas statud e annezidi e-kerzh ar XVIIvet kved. Alato e talc'has bepred hengoun milourel peogwir e oa kreñv aon an dilestradegoù saoz e-doug an XVIIIvet kved. Daoust da gozhni ar c'hastell e voe kempennet dre-vras. War-nes an Dispac'h Gall ec'h aotree pennhêred ar briñsez da lakaat an eostadoù e rannoù ar c'hastell "ne gouezhont ket c'hoazh hag evit chom hep jabliñ ar peurrest", kement a draoù abalamour da goustoù ar renevezadennoù.
E-pad an Dispac'h Gall, e 1798, e voe gwerzhet ar c'hastell evel mad broadel d'ar marc'hadour Pascal Lange evit ur priz a 5000 lur. Holl zanvezioù a c'halle bezañ implijet c'hoazh a voe gwerzhet, evel koad ar frammoù hag ar mein-ben. Lakaat a reas stad ar c'hastell da vont war washaat. Prenet eo bet e 1852 gant ar beskont Jules de Francheville hag e familh da ober ar pep posuplañ evit saveteiñ ar pezh a chom. Chom a reas etre daouarn ar familh Francheville betek bezañ prenet gant Kuzul Departamant ar Morbihan e 1965, diwar atiz e brezidant Raymond Marcellin a oa kuzulier-departamant Sarzhav, hag embreget e voe e reneveziñ.
Gwareziñ ha reneveziñ ar glad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En ur dennañ splet eus e statud a bennenseller ar Monumantoù istorel e weladennas Prosper Mérimée an aspadennoù e 1835 ha dont a reas a-benn da rummañ ar c'hastell war gentañ listenn ar Monumantoù istorel. Pa zeuas Departamant ar Mor-Bihan da vezañ perc'henn war Susinioù e 1965 e oa tost da gouezhañ ur rann vras eus an uhelderioù, dre ma oa bet dilezet al lec'h pell oa. Adal e brenidigezh e krogas an Departamant an oberiadennoù reneveziñ kentañ war-lerc'h goulenn Kengor uhel ar Monumantoù istorel d'o ober.
Kreñvaet e voe an tenneris norzh hag e dour-kreiz e 1966 tra ma oa labourioù gant ar skalier a z'a da orator al lojeiz Reter. Daou vloaz war-lerc'h e oa bet kreñvaet an holl vogerioù, ar skalieroù aet diwar-wel a oa bet adsavet, an douvezioù a oa bet adtoullet hag e oa bet adkempennet ar begoù-moger, ar voger-greñv er su hag ar pont pennañ. Evit krouiñ salioù diskouezadeg e diabarzh ar c'hastell e teuas ur penntisaver eus ar monumantoù istorel nevez e 1977 da vezañ e karg en e reneveziñ. Staliet eo bet leinoù gant betoñs e pep estaj al lojeiz reter ha goude-se ez eo bet toennet al lojeiz evit e zigoriñ d'ar weladennerien. Toennet eo bet al lojeiz Kornôg er bloavezhioù 1990.
Sturiet e vez ur programm enklaskoù henonouriezh er c'hastell adalek 2013. Roet eo bet an tu gant an enklaskoù da ziskuliañ aozadur a-ziabarzh rez-an-douar ul lojeiz bras a skoe ouzh tenneris norzh, keginoù bras ur c'hradailh a oa ennañ. An henonourien a soñj hiriv e oa bet savet dindan ren an dug Yann II (1286-1305).
-
E deroù an XXvet kantved
-
E 2004, gwelet eus ar porzh diabarzh
-
E 2005 ; labourioù zo d'ober c'hoazh