Mont d’an endalc’had

Kilhevardon

Eus Wikipedia
Ur stal kilhevardon e marc'had São Paulo e 2017.
Ur stal kilhevardon e Roma.

Kilhevardon pe charkuterezh zo boued graet gant kig pe gourailhoù poazh pe griz hag holen. E-barzh ar c'hilhevardon e kaver ar silzigoù, ar gwadegennoù, ar fourmaj-kig, ar rilhetez, ar morzhedoù-hoc'h, ar c'hig-sall, an anduilh, ar stripoù. Gant kig-moc'h e vez graet dreist-holl, met ivez gant kig-gouez, kig-yer, kig-bevin ha kig-lapin. Aozet e vez ivez kilhevardon gant pesked ha kresteneged (rilhetez brizhilli, sardin, toun pe granked, eog mogedet, legestr) gant ar charkuterien-tinellerien, pe c'hoazh kilhevardon vejetarian.

Ar gilhevardonerezh pe ar gigerezh-voc'h eo ar stal ma vez aozet ha/pe gwerzhet kilhevardon.

Ijinet e oa gwechall gozh evit mirout ar c'hig. Dre ne oa ket tu d'en ober dre ar yenijenn e veze sallet pe mogedet ar c'hig-moc'h. Bremañ e vez debret evit e vlaz, daoust da vezañ rummet er boued kankreiat gant Kreizenn Etrebroadel an Enklask war ar C'hankr.