Mont d’an endalc’had

Lenn Gwerledan

Eus Wikipedia
Lenn Gwerledan
Broioù : Breizh
Rannvroioù : Bro-Gerne ha Bro-Wened
Gorread : 4 km²
Donder brasañ : 45 m
Hed ar ribloù :
Adstêr(ioù): Blavezh
Diazad doureier :
Kêrioù pennañ
war ribl al lenn :
Mur, Sant-Inan

Lenn Gwerledan[1] a zo ur virlenn, da lavarout eo ul lennad dour krouet da-heul ur stankell. War red ar Blavezh emañ, hag a zo er rann-se un darn eus kanol Naoned-Brest (tremen a reas ar gobar diwezhañ e Gwerledan d'an 8 pe d'an 9 a viz Gwengolo 1928).
Emañ ar stankell etre Mur (e departamant Aodoù-an-Arvor, hag e Bro-Gerne) ha Sant-Inan (e departamant ar Mor-Bihan, hag e Bro-Wened). Kaorel ha Sant-Jelven a zo kumunioù hag o deus un digor war al lenn ivez.
Evit ober tredan e oa bet savet ar stankell, bet kaset da benn al labourioù anezhi adalek 1923[2] betek 1930[3], gant an Union Hydro-électrique Armoricaine (UHEA)[4]. Bezañ e voe kentañ stankell bounner[5] biskoazh savet e betoñs e Frañs. Daou zen a voe pouezus-mat o emouestl er raktres : Joseph Ratier, isprefed Pondi d'ar mare-se hag an ijinour Auguste Leson (1889-1953). Ar c'hannad tregeriat Yves Le Trocquer (1877-1938) eo a zeuas da lakaat kentañ maen ar chanter d'ar 17 a viz C'hwevrer 1924, hag eñ Ministr al Labourioù Foran d'an ampoent.
O c'hrabanoù a lakaas an Alamaned war ar savadurioù kenkent hag ac'hubet ar c'horn-bro gante evit ma vije asuret pourveziñ tredan arsanailh ha bon splujerezioù Keroman an Oriant. Bombezet e voe ar greizenn dourdredan e 1943 e-doug an Eil Brezel-bed gant daouzek Douglas Boston eus ar Squadron Niv. 342 eus ar Royal Air Force (Nerzhioù Frañs Dieub (FFL) - Free French)[6].

Mirlenn vrasañ Breizh eo : war-dro 400 ha ar gorread anezhi ha 12 km a hirder. An donder brasañ a zo 50 m. 55 milion a m³ dour a zo miret en doare-se.
Bep an amzer (bep 10 vloaz pe war-dro : e 1951, 1966, 1974, 1985 ha 2015) e vez goullonderet al lenn hag e weler neuze dismantroù ar mengleuzioù sklent, ar c'hêriadennoù hag ar seitek skluz bet beuzet.
Ul lec'h touristel-kenañ eo deuet da vezañ, ha kaer eo ar vro gant al lenn stanket etre an torgennoù koadek, gant Koad Kaorel ha Koad Kenekann dreist-holl.

El lennegezh vrezhonek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Diwar "gwern" ha "ledan" (Francis Gourvil, Noms de famille bretons d'origine toponymique, 1970, p.84 §649) ; padal, dont a raje Gwerledan eus ar gerioù "gouer" [1] ha "ledan" hervez Office du tourisme Kreiz Breizh [2].
  2. Digoret e voe ar chanter d'ar 1añ a viz Mezheven 1923.
  3. Lidet e voe he digoridigezh d'an 12 a viz Here 1930.
  4. Gant Société Générale d'Entreprise (SGE) e oa bet roet lañs d'ar raktres e miz Gouere 1921 ha krouet e voe hec'h adembregerezh UHEA e miz Kerzu 1922 a-gevret gant departamantoù Aodoù-an-Hanternoz hag ar Mor-Bihan, kêr an Oriant hag ar Stad C'hall.
  5. Stankell bounner (hervez Termofis Ofis Publik ar Brezhoneg) a reer eus ur stankell gouest da herzel ouzh gwask an dour a-drugarez d'he zolz.
  6. Imperial War Museum, luc'hskeudenn