Mont d’an endalc’had

Lorenzo il Magnifico

Eus Wikipedia
Lorenzo il Magnifico
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRepublik Firenze Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denLorenzo di Piero de Medici Kemmañ
Anv-bihanLorenzo Kemmañ
Anv-familhMedici Kemmañ
Deiziad ganedigezh1 Gen 1449 Kemmañ
Lec'h ganedigezhFirenze Kemmañ
Deiziad ar marv8 Ebr 1492 Kemmañ
Lec'h ar marvCareggi Kemmañ
Lec'h douaridigezhMedici Chapels Kemmañ
TadPiero di Cosimo de' Medici Kemmañ
MammLucrezia Tornabuoni Kemmañ
Breur pe c'hoarNannina de' Medici, Maria di Piero de' Medici, Bianca de' Medici, Giuliano de' Medici, Giovanni di Piero de' Medici Kemmañ
PriedClarice Orsini Kemmañ
Kompagnun(ez)Lucrezia Donati Kemmañ
FamilhTiegezh Medici Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetitalianeg Kemmañ
Yezh implijet dre skriditalianeg Kemmañ
Micherpolitiker, skrivagner, barzh, banker Kemmañ
Bet studier daGiovanni Argiropulo, Marsilio Ficino, Gentile de' Becchi Kemmañ
Lec'h annezPalazzo Medici Riccardi Kemmañ
RelijionIliz katolik roman Kemmañ
Perc'henn warVilla medicea di Castello, Villa medicea di Poggio a Caiano Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://books.google.de/books?id=0AKM3OgXtPIC&pg=PA232&lpg#v=onepage&q&f=false Kemmañ
Deskrivet drePortrait of Lorenzo de' Medici, Lorenzo de' Medici Kemmañ
Lorenzo il magnifico

Lorenzo de' Medici, a lavarer anezhañ Lorenzo il Magnifico (Laorañs ar Meurdezus) ivez, a oa ul lenneg hag un diplomat eus Firenze, ganet er gêr-se d'an 1 a viz Genver 1449 ha marvet eno d'an 8 a viz Ebrel 1492, a renas kêr Firenze e dibenn ar XVvet kantved.

  • Quant'è bella giovinezza,
    Che si fugge tuttavia!
    Chi vuol essere lieto, sia:
    Di doman non c'è certezza
    .

Lorenzo de' Medici, Canti Carnascialeschi, Canzona di Bacco.

Lorenzo de' Medici en yaouank (Benozzo Gozzoli, Cappella dei Magi)
Lorenzo de' Medici (er c'hreiz), Domenico Ghirlandaio, Cappella Sassetti, iliz ar Santa Trinita, Firenze.

Niz e oa da g-Cosimo de' Medici, a veze graet il Vecchio anezhañ hag a oa diazezer an dierniezh Medici. Mab e oa da Piero di Cosimo de' Medici ha da Lucrezia Tornabuoni. A-raok dezhañ sammañ war e chouk renerezh kêr Firenze en doa bet tro da ziskouez e ampartiz evel diplomat da geñver kannadiezhioù da Napoli, Roma pe Venezia.

Poltred Lorenzo il magnifico
Delwenn Lorenzo de' Medici, er Galleria degli Uffizi

Dimeziñ ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Poltred lorenzo, gant Vasari.

E 1468, gras d'e vamm Lucrezia Tornabuoni, e voe dimezet da Clarice Orsini. Er bloaz war-lerc'h e voe graet an eured. Tri mab o doe (Piero, Giovanni (a voe pab Leon X), Giuliano) ha peder merc'h ( Lucrezia, Maddalena, Luisa ha Contessina).
Ar c'hentañ Medici e voe da zimeziñ d'ur plac'h eus an noblañs. Evel-se e voe skoulmet un emglev etre an tiegezhioù Medici hag Orsini a vo an alc'hwez a zigoro an nor da limestra ar gwiskamant kardinal d'e vab Giovanni.

Pa varvas e dad e 1469, hag eñ 20 vloaz a boan, e kemeras ar galloud e Firenze, a-gevret gant e vreur Giuliano.

Giuliano a laoskas buan ar renerezh gant e vreur henañ, gouestoc'h egetañ. Etre 1469 ha 1472 e reas un adaozañ da ensavadurioù ar stad evit kompezañ an tabutoù a save etre an tiegezhioù uhel ha dont a reas da vout an hanterour meur evit diskoulmañ ar c'hudennoù a save en aferioù a diegezh. Gant daskemmoù bihan ee bonreizh ar gumun e kadarnaas e c'halloud hep koll asant ar bobl.

Lorenzo, Villa di Careggi

Goude mougañ emsavadegoù Prato ha Volterra, e-pad dek vloaz kentañ e ren, e rankas ar vreudeur Medici talañ ouzh tagadennoù deuet eus an tiegezhioù bras all, ha da gentañ-penn hini an tiegezh Pazzi, a voe e penn an irienn anavezet evel Irienn ar Re Pazzi, aozet da lazhañ ar vreudeur.

D'ar 26 a viz Ebrel 1478, p'edont o selaou an oferenn en iliz-veur Firenze e voe arsailhet an daou vreur. Giuliano a voe lazhet gant ar goprklezeour Bandini, ha Lorenzo, gloazet a-boan, a deuas a-benn da gavout repu er sakristiri, gant skoazell mignoned, en o zouez Poliziano. Lorenzo a oa dic'hloaz ha divac'hagn a roas urzh da grougañ an iriennerien ouzh prenester e balez.


Lenneien hag arzourien a gave un den brokus, speredek ha degemerus, ma voe lesanvet Magnifico. E-touez an dud a zeskadurezh a zaremprede e lez e oa : Pico della Mirandola, Marsilio Ficino, Angelo Poliziano ha Luigi Pulci.

Gwellañ livourien an amzer Antonio Pollaiolo, Filippino Lippi ha Sandro Botticelli, a labouras evitañ, hag ivez ar c'hizeller Andrea del Verrocchio hag an tisavour Giuliano da Sangallo.
E bloavezhioù diwezhañ e vuhez avat e troas trenk an traoù gant Girolamo Savonarola a damalle dezhañ breinañ republik kristen Firenze gant an arz hag an doareoù-bevañ pagan.

Eurediñ a reas, d'ar 4 a viz Mezheven 1469, da Clarice Orsini ha nav bugel o devoe. Darn anezho a voe bras o levezon en istor Firenze ha hini Italia an Azginivelezh.

Anv Ganet er bloavezh Marvet er bloavezh Evezhiadenn
Lucrezia 1470 1553 Pried da Jacopo Salviati
Daou c'hevell dizanv 1471 1471 Marvet nebeudik goude bout ganet
Piero 1472 1503 Aotrou e Firenze, pried da Alfonsina Orsini
Maddalena 1473 1528 Pried da Franceschetto Cybo
Giovanni 1475 1521 Kardinal, ha pab Leon X
Luisa 1477 1488 Pried e oa da vezañ da Giovanni il Popolano, mervel a eure en-krennardenn
Contessina 1478 1515 Pried da Piero Ridolfi
Giuliano 1479 1516 Dug Nemours, pried da Filiberta di Savoia

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]