Rap
Iskevrennad eus | musical performance, Hip hop |
---|---|
Rann eus | hip hop subculture |
Deiziad krouiñ | 1970s |
Arvez | yezh komzet, chant |
Bro orin | Stadoù-Unanet |
Pleustret gant | rapper, MC |
Enebet ouzh | patter song |
Ar rap zo un doare da zibunañ pozioù en ur ganañ pe lavarout anezhe hag en ur bouezañ war darn anezhe. Rap a vez lavaret ivez eus ur seurt sonerezh a implij an doare-mañ da ganañ, hag en deus ur plas bras e-barzh al luskad sevenadurel hip hop.
Diwanet en deus ar rap e metoù ar Re Zu er Stadoù-Unanet adalek ar bloavezhioù 1970.
Awenoù ha palioù ar rap
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar rap zo ur stil sonerezh a harp ar c'han gant komzoù pouezet war ul lusk morzholiet. Ur c'haner rap a gan evit lavar ar pezh a soñj.
Hiziv an deiz en deus kollet ar rap e nerzh un tammig peogwir e oa ar mennozh kentañ reiñ da dud yaouank bezañ e-tro da lavarout ar pezh a soñjent. Met gant ar c'hontrollerezh n'o deus ket gwir da lavarout kement o deus c'hoant hep riskañ un dell-gastiz, evel ar strollad NTM e Bro-C'hall : toullbac'het e voent abalamour m'o doa lavaret traoù a-zivout ar gouarnamant en ur ganaouenn. (Daveoù a vank)
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er Stadoù-Unanet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar spoken word ("ger komzet") eo gourdad tostañ ar rap. Erruet e oa er Stadoù-Unanet e penn-kentañ ar bloavezhioù 1970. Un doare sonerezh eo ar rap, ganet e-barzh ar ghettoioù stadunanat du, en amzer ar Black Panthers. "MC-ing" ("ober evel Master of Ceremony") al lodennoù rapet. E 1979 e voe Rapper's Delight, gant ar strollad Sugarhill Gang, ar c'hentañ kanaouenn rap brudet-kenañ er bed.
E Bro-C'hall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dibenn ar bloavezhioù 1980 ec'h erruas er skinwel ar c'hentañ strolladoù Freestyle (NTM, Assassin, MC Solaar da skouer). Er bloaz 1984 e teuas pouez d'ar rap e Bro C'hall pa voe skignet war ar media. Da skouer war TF1, an abadenn H.I.P H.O.P kinniget gant Sidney.
Ar ganerien o klemm, diwar ar bannlevioù, a reas berzh bras e kreiz ar bloavezhioù 1990. Diskleriañ a rejont en o c'hanaouennoù stad o buhez, hini o endro hag o mennozhioù. Ar rap eo ar c'hentañ stumm sonerezh a gomz diwar ar bannlevioù. O fennvad a voe ur gwir anadenn gevredadel : yaouankiz ar bannlevioù a zizoloas en-dro ar blijadur da c'hoari gant ar yezh, da zorloiñ ar gerioù, ar sonioù hag ar sterioù. Ar rap a zeuas da vezañ un nor war an tu mat hag ar brud.
Ar rap gallek zo ur redenn sonerezh a zeu eus ar rap stadunanat, ha maget eo c'hoazh gantañ. Krog eo ar rap gallek da gaout e bersonelezh dezhañ. Brañskellat a ra e gemennad etre klemmoù taer hag arc'hadurioù sokiopolitikel.
Kavet e vez abeg gant lod tud ec'h eo bet kemmet tro-spered al luskad gant ar mediaekadur hag an arc'hant puilh. Brudet-kenañ eo deuet ar rap da vezañ hiziv. Aweniñ a ra kalz saverien sonerezh filmoù evel Steve Reich.
Kanerien zo a zo brudet evit o testennoù pinvidik (Luv Resval, Tif…).
E Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E galleg
- Manau, strollad hip hop ha slam awenet gant ar sonerezh keltiek
- Hocus Pocus, strollad rap-jazz
- Columbine, strollad rap
- Micronologie, strollad hip hop levezonet gant ar funk hag ar jazz
- E brezhoneg
- Ar c'haner rap Iwan B.
- Krismenn : kaner kan-ha-diskan ha beatbox.
- Plouz & Foen, gounezet gant an daouad-se kenstrivadeg sonerezh An Taol Lañs e GBB 2023 e Langoned.
Stiloù disheñvel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kalz doareoù rap a zo. Setu un nebeud skouerioù.
Ar rap gwregel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar merc'hed n'o deus ket ur plas bras e bed ar rap, ma n'ez eus lec'h nemet evit ar baotred(Daveoù a vank). Gant ar plas brasoc'h gant ar merc'hed er rap ez eus bet temoù nevez evel ar palforioù, plas ar merc'hed er bannlevioù pe c'hoazh ar feulster etre priedoù. Met gwelet e vez c'hoazh ar rap gwregel evel un doare sonerezh tost d'ar c'hanaouennoù boutin.
Missy Elliott ha Diam's emañ e-touez ar raperezed brudetañ.
Ar rap bling-bling
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An drouganv-se a zeu eus trouzadell ar chadennoù aour gwisket gant ar ganerien. Troet war-du ar moneiz eo an doare rap-se. E sonennoù a gas en-dro d'ar Gangsta Rap eus kornôg ar Stadoù-Unanet. Ur c'haner evel Booba a vez gwelet evel ur skouer eus an doare rap-se, pe c'hoazh La Fouine ha Dabaaz.
Ar rap hardcore
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diaesoc'h eo live ar c'homzoù. Komz a ra alies eus ar re yaouank er bannlevioù. Ne vez ket skignet re ar rap hardcore gant an tier-embann bras. Skignet e vez dindan stumm kasedigoù mesket pe albomoù straet enrollet e-barzh studioioù eeun. Ar ganerien n'int ket a-du gant ar reizhiad sokial hag ekonomikel, ha kanet e vez an traoù-se ganto gant pozioù feuls-tre a wechoù, peurgetket diwar-benn ar polis hag un nebeud pennadurezhioù politikel. Kavet e vez er renk-se kanerien evel Alibi Montana, Alpha 5.20, LIM, Sefuv, 113, NTM, Larsen.