Republik roman (1798-1799)
Ar Republik roman pe Republik Roma (e galleg: République Romaine ; en italianeg: Repubblica Romana) a oa ur stad verrbad a voe krouet en Italia d'ar 15 a viz C'hwevrer 1798 hag a badas betek an 30 a viz Gwengolo 1799.
Aloubet e voe Stadoù ar Pab gant soudarded c'hall, gant ar jeneral Louis-Alexandre Berthier en o fenn, e miz C'hwevrer 1798. D'an 11 a viz C'hwevrer e voe kemeret kêr Roma ganto. Harluet e voe ar pab Pi VI ha kaset da Doskana, da gentañ, ha da Vro-C'hall da c'houde, ma varvas d'an 29 a viz Eost 1799 d'an oad a 81 vloaz.
Gant ar jeneral Berthier e voe embannet ar Republik roman d'ar 15 a viz C'hwevrer 1798.
D'ar 7 a viz Meurzh e voe staget ar Republik tiberin (embannet e Perugia d'ar 4 a viz C'hwevrer 1798) ha Republik Ancona (embannet en Ancona d'ar 19 a viz Du 1797) ouzh ar Republik Roman.
Ne voe ket degemeret gwall vat ar "Republik roman" gant tud ar vro, hegazet gant peilhadeg Roma gant ar soudarded c'hall.
D'an 28 a viz Du 1798 e voe aloubet ar republik nevez gant un arme deuet eus Rouantelezh Naplez ha renet gant ar jeneral aostrian Karl Mack. Met adkemeret e voe Roma gant ar C'hallaoued d'ar 14 a viz Kerzu.
D'an 19 a viz Gwengolo 1799 e voe dilezet kêr gant ar soudarded c'hall ; adkemeret e voe gant arme Naplez d'an 30 a viz Gwengolo. Hag adsavet e voe Stadoù ar Pab dindan Pi VII e miz Mezheven 1800.
Diazezet e oa banniel ar Republik roman war banniel Bro-C'hall, gant tri liv a-serzh, du, gwenn ha ruz.