Sans-culottes
Ar Sans-culottes a oa un doare disprizius d'ober anv, e penn kentañ an Dispac'h gall e 1789, eus an dibunerien vunut hag a oa gwisket gant brageier roudennet ha n'eo ket gant lavregoù evel re noblañs ar Renad kozh.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar sans-culottes a oa reveulzierien o tont eus pobl ar c'hêrioù ha difennerien mennad ur Republik a ingalded. Gwelet int evel tud dreist-muzul gant ar reveulzierien all dre ma tifennont un demokratelezh ('eeun' hiziv-an-deiz). Evito ne oa ket ezhomm eus ar gannaded (ar re-se a oa da vare ar reveulzi tud a-enep an demokratelezh dre ma zegasfe an trubuilh).
Ar Sans-culottes a oa disheñvel dre o doareoù gwiskañ. O zoare gwiskañ a oa gant ur re vragoù roudennet e glas ha gwenn, e-plas al lavregoù berr hag al loeroù uhel, douget gant tud an noblañs pe ar vourc'hizien. Bez o devoa ivez implijet alies ar boned frijian ruz. an doare gwiskañ-se a oa ivez un doare da emsevel, da gentañ gant an alvokaded, kenwerzhourien, implijidi, artizaned, bourc'hizien, ha goude-se gant an holl dud hag en em zisklêrie evel brogagrourien.
Implijet e oant bet gant ar Jakobined evit lakaat o enebourien da devel er vodadeg vroadel, paneveken evit lazhañ anezho. Jean-Paul Marat a oa unan eus pennoù gwir al luskad gant Jacques-René Hébert.
Mennozhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Lies eo bet mennozhioù al luskad Sans-culottes ha gant darvoudoù ar reveulzi o redek e voe kemmet lod anezho. Ar re bennañ a chome difenn ar bobl vunut a-enep ar rouantelezh, bed an arc'hant, difenn ar Frankiz (ar gwirioù nevez gounezet ha klask gounez reoù all).
Chomet eo brudet ar Sans-culottes evit o feulster hag an aon a raent d'an dud.
-
Kemeridigezh ar Bastille gant ar Sans-culottes
-
Ar Sans-culottes o tagañ ar c'hannad breton roueelour Jean-Denis Lanjuinais er vodadeg vroadel