Sonerezh klasel
Iskevrennad eus | art music |
---|---|
Deiziad krouiñ | 500s |
Anv berr | klassisk |
Genidik a | Europa |
Pleustret gant | classical composer, classical musician |
Ar sonerezh gouiziek aozet en Europa hag e Rusia betek an XXvet kantved eo dre vras ar pezh a anver sonerezh klasel. Enebet e vez a-wechoù, da skouer, ar stumm "barok" ha "klasel" pe "klaselezh" ha "modernelezh" en arzoù all. Met evit ar sonerezh, graet e vez "sonerezh klasel" eus an holl stummoù, eus an hini barok betek an hini modern.
Koulskoude, graet e vez "sonerezh klasel" ivez eus ar sonerezh arnevez a zo skrivet gant ur sonaozour(ez) hag a heuilh ar reolennoù akademikel.
Forc'het e vez gant an termenadur-mañ diouzh ar sonerezh troadet (evel ar jazz, na heuilh ket ar reolennoù akademikel peurliesañ), ar sonerezh dizanv pe ar sonerezh a-strolladoù ma vez kuzhet anv ar sonaozour(ez), sonerezh ar filmoù, hag all.
Rik-ha-rik e reer "sonerezh klasel" eus ar sonerezh bet aozet etre 1750 ha 1820. Gant an termenadur-mañ ez eus sonaozourien brudet evel Haydn, Mozart pe Beethoven.
Seizh rummad bras zo :
- sonerezh ar Grennamzer ;
- sonerezh an Azginivelezh ;
- ar sonerezh barok ;
- ar sonerezh klasel (klaselezh),
- ar sonerezh romantel (romantelezh),
- ar sonerezh modern (modernelezh),
- ar sonerezh a-vremañ.
Sonerezh klasel – da lavaret eo reoliet strizh — zo ivez er broioù arabek, en India, e Bro-Skos (ar piobaireachd) hag e Japan.