Mont d’an endalc’had

Taraba major

Eus Wikipedia
Taraba major

Ur barez Taraba major,
luc'hskeudennet e Bonito
(stad Mato Grosso do Sul, Brazil).


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Passeriformes
Kerentiad : Thamnophilidae
Genad : Taraba
Anv skiantel
Taraba
Lesson, 1831
Anv skiantel
Taraba major
(Vieillot, 1816)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Taraba major[1] a zo ur spesad golvaneged eus ar c'herentiad Thamnophilidae.

Anvet e voe Thamnophilus major (kentanv) da gentañ-penn (e 1816) gant an evnoniour gall Louis Jean Pierre Vieillot (1748-1831).
Ar spesad nemetañ er genad Taraba an hini eo. Un anagramm eo da anv ur genad all eus ar c'herentiad : Batara.

Doareoù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur par Taraba major, luc'hskeudennet
en Alto Paraíso de Goiás
(stad Goiás, Brazil).

Bevañ a ra diwar amprevaned a bep seurt hag artropoded all koulz ha melc'hwed-krogennek ha blotviled all ; kemer a ra mellkeineged bihan ivez (glazarded, raned da skouer)[2].

Annez hag isspesadoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar spesad a gaver an dek isspesad[3] anezhañ e Kreiz ha Suamerika, en un takad hag a ya eus reter Mec'hiko da hanternoz Arc'hantina :

  • Taraba major borbae, e kornôg-kreiz Brazil kreisteiz an Amazon,
  • T. m. duidae, e Cerro Duida (gevred Venezuela),
  • T. m. granadensis, e hanternoz ha kreiz Kolombia ha gwalarn Venezuela,
  • T. m. major, e reter Bolivia, Paraguay, kreisteiz Brazil ha hanternoz Arc'hantina,
  • T. m. melanocrissus, eus gevred Mec'hiko da gornôg Panamá,
  • T. m. melanurus, e kornôg Amazonia,
  • T. m. obscurus, eus kornôg Costa Rica da hanternoz Kolombia,
  • T. m. semifasciatus, e reter Kolombia, kreisteiz ha biz Venezuela, Gwianaoù ha biz ha kreiz Brazil,
  • T. m. stagurus, e reter ha biz Brazil,
  • T. m. transandeanus, e mervent Kolombia, kornôg Ecuador ha gwalarn Perou.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn: