Xosé Filgueira Valverde
Xosé Fernando Filgueira Valverde (Pontevedra, 1906 - Pontevedra, 1996) zo ur skrivagner ha kelenner galizat, a skrivas e galizeg koulz hag e kastilhaneg.
Goude studioù e skol-veur Santiago de Compostela hag e skol-veur Zaragoza, e kelennas lerc'h-ouzh-lerc'h e Pontevedra, e Barcelona, e Lugo hag e Pontevedra adarre.
Bez' e voe unan eus ar re a savas ar Seminario de Estudos Galegos e 1923 hag unan eus ar re a savas Mirdi Proviñs Pontevedra e 1927, a-raok ren ar mirdi-se koulz hag ar mirdi Rosalía de Castro. Ren a reas ivez ar Conselho da Cultura Galega (eus 1991 da 1996) hag ezel e oa eus ar Real Academia Galega.
War an dachenn bolitikel e voe ezel eus ar Partido Galeguista. E 1935 e kuitaas ar gostezenn-se gant izili all da vont da sevel an Direita Galeguista. Sevel a reas a-du gant taol-stad Francisco Franco ha diwezhatoc'h en devoe kargoù dindan ar gouarnamant, evel maer Pontevedra etre 1959 ha 1968 pe, diwezhatoc'h c'hoazh, evel kuzulier sevenadurel e 1982 ha 1983.
E 2015 e voe enoret gant ar Real Academia Galega da-geñver Devezh al Lizhiri Galizek, abalamour d'e labour evit ar galizeg[1] Kement-se ne blijas ket d'an holl e Galiza avat, abalamour d'e emzalc'h da vare an diktatouriezh[2].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Día das Letras Galegas a Xosé Filgueira Valverde (Galizeg). Real Academia Galega (4 Gouere 2014). Kavet : 18 Meurzh 2020.
- ↑ A Mesa non apoia dedicar o Día das Letras Galegas 2015 a Filgueira Valverde (Galizeg). Mesa Pola Normalización Lingüística (6 Gouere 2014). Kavet : 18 Meurzh 2020.