chom
Neuz
Brezhoneg
- Amprestet digant an henc'halleg chomer « diskuizhañ, na labourat ».[1]
Verb
chom /ˈʃɔmː/ verb gwan (displegadur)
- Chom en ul lec'h : na vont eus ul lec'h, na vont kuit, na vont diwar wel.
- Ne ran forzh chom pe mont en-dro. — (Floc'h Loeiz Trizek, er Barzhaz Breizh.)
- chom amañ, chom aze, chom eno... chom er gêr... chom pell /chom tost .
- A-wechoù koulskoude, pa glañve ar vamm-gozh, ha ret dezhi chom war he gwele gant ar remm, Yun a yae, bep lun, d'ar vorc'h, da gerc'hat ur bara a bemp lur. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 31.)
- chom ur pennad
- chom gant un den: bezañ da un den atav (perc'hennañ)
- Nebeut a dra a chom koulskoude ganin — (Anjela Duval, Koun, 1961, e-barzh Oberenn glok, 2000, p. 167.)
- Na cheñch (stad, neuz, imor, hag all).
- Ma choman pell den yaouank — (H. Laterre (Bodlan) ha F.Gourvil (Barr-Ilio), Diviz diwar-benn an dimeziñ e-barzh Kanaouennou Breiz-Vihan, 1911.)
- Hepdout e chom mut pep boud — (Anjela Duval, Pa dec’h an Awen, 1965, e-barzh Oberenn glok, 2000, p. 292.)
- bezañ o chom en un tu bennak: ober e annez en ul lec'h bennak, bevañ eno peurliesañ.
- kaout poan, plijadur, o chom ...
- chom hep ober un dra bennak : na ober an dra-se ; tremen hep ober.
- Chom hep ’n em laouenaat gant ar veulodi, — (Mammenn ?.)
- Chom hep bezañ glac’haret gant ar rebech — (Anjela Duval, Furnez an Tibet, 1969, e-barzh Oberenn glok, 2000, p. 681.)
- Mont da chom da ul lec'h bennak :
- Mar an da chom d’un ti nevez. — (Fañch an Uhel, Gwerziou Breiz-Izel 2, An Oriant, 1874, p. 158.)
- Aet eo da chom d'un toull distro bennak. — (TBP?, p. ?.)
- Ma zad neuze a oa eet da chom da Bleuveur. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 74.)
- Dont da chom da ul lec'h bennak
- Ped vloaz 'zo ez out deut amañ da chom ? — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 53.)
- chom da ober un dra bennak
- chom da c'horiñ vioù: chom da ruzañ, da zastum tachoù ...
- chom un dra bennak (amzer, boued, lec'h, plas, )
- C’hoant am eus bet da rei ar skrivagner da anaout ar muia ’r gwella hag e welan bremañ e chom nebeut a blas ganin da gomz eus e skridou. KBSA
Gerioù heñvelster
na vont kuit (1)
Deveradoù
Troioù-lavar
-gant un adverb pe un droienn (lec'hiañ pe amzeriañ):
- chom a-dreuz
- chom a-sav
- chom amañ
- chom aze
- chom er gêr
- chom er-maez
- chom e-unan
- chom pell / chom tost
- chom ur pennad
- chom war-lerc'h
-gant un anv-gwan pe anv-gwan-verb, pe anv-kadarn:
- chom balc'h e c'henoù
- chom batet
- chom berr
- chom bev
- chom bouc'h
- chom dilavar
- chom fur
- chom intañv, chom intañvez
- chom kazeg
- chom klañv (gwelout: menel klañv)
- chom peoc'h (evit chom e peoc'h)
- chom serret
- chom sioul
- chom semplet
- chom yac'h
-gant ur verb (degaset gant da)
- chom da ober un dra bennak
- chom da ober netra
- chom da vlasaat ur meuz bennak
- chom da zastum tachoù
- chom da ziskuizhañ
- chom da c'hedal un dra bennak
- chom da c'henaouiñ
- chom da c'horiñ vioù
- chom da c'hortoz un dra bennak
- chom da c'houzout un dra bennak
- chom da gomz
- chom da gontañ pet bran a ya hebiou
- chom da goll amzer
- chom da logota
- chom da luduenniñ
- chom da vantriñ
- chom da varvoriñ
- chom da ruzañ
- chom da selaou
- chom da sellout
- chom da soñjal
- chom da stlejañ
- chom da dortañ
-
- gant un anv-kadarn
- e, en
-
-etre
-evel
- chom evel ...
-gant
-hep
- war
Troidigezhioù
Krennlavaroù
- Ar vrud fall a ya dreist ar mor
Hag ar vrud vat a chom e toull an nor. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 315.) - Gwelloc'h chom hep bezañ ganet
Eget chom hep bezañ desket.
Roll an daveoù :
- [1] : Albert Deshayes, Dictionnaire étymologique du breton, Douarnanez, Le Chasse-Marée, 2003, p. 157
- http://devri.bzh/dictionnaire/ch/chom-chomin-chomel-chemel-chem/