hep
Neuz
Brezhoneg
- Kavet en henvrezhoneg (ep).
- Meneget er C'hatolikon (hep).
- Da geñveriañ gant heb « hep » e kembraeg hag e kerneveureg ha seach « en tu-hont da ; kentoc'h (eget) » en iwerzhoneg.
- Deuet eus ar ger keltiek *sekʷo « ouzhpenn, a-hent-all » a zeu eus ar wrizienn indezeuropek *sekʷ- « heuliañ » a gaver er gerioù secus « a-hed ; mod-all » e latin, hačā « a, eus » en henbersianeg ha sácā « gant » e sañskriteg.
Araogenn
Gour | Furm |
U1 | hepdon |
U2 | hepdout |
U3g | heptañ |
U3b | hepti |
L1 | hepdomp |
L2 | hepdoc'h |
L3 | hepto/hepte |
D | hepdor |
hep /ˈhep/
- Ger a dalvez da verkañ an ezvezañs, an diouer, al lakaat er-maez.
- dirak un anv-kadarn
- — [...], « ne c'hell bezañ bugel hep tad na netra hep krouer. [...]. » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 159.)
- — [...], « ne c'hell bezañ bugel hep tad na netra hep krouer. [...]. » — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 159.)
- hep ... na ...
- ..., rak a-regennadoù e falc'he an Alamaned an engroez kouerien dizesk-se, ken stank ha merien, kaset hep truez na mezh da vezañ distrujet a-vilvern. — (Jarl Priel, Amañ hag Ahont, Al Liamm, 1957, p. 13.)
- hep kar na par
- hep na ... na ...
- Hennez a oa en noazh, hep na boued na dilhad. TBP 3/44
- dirak un anv-verb
- Ur plac'h yaouank a gomze outañ hep ober goap. — (Jakez Riou, Geotenn ar Werc'hez ha danevelloù all, Al Liamm, 1957, p. 32.)
- dirak un anv-kadarn
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
- Korf heb ene, diouskouarn hep penn, treid heb ivinou ? — Ur pout-houarn. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 331.)
Troidigezhioù
- alamaneg : ohne (de)
- arabeg : بِدُونِ (ar) (bidūni) , بِغَيْرِ (ar) (biḡayri) , بِلَ (ar) (bilā)
- euskareg : gabe (eu) , barik (eu)
- galleg : sans (fr)
- gresianeg : χωρίς (el) (chorís) , δίχως (el) (díchos) , άνευ (el) (ánef)
- italianeg : senza (it)
- iwerzhoneg : gan (ga)
- kembraeg : heb (cy)
- kerneveureg : heb (kw)
- Araogennoù brezhonek, stag