mav
Neuz
Brezhoneg
- Testeniekaet e henvrezhoneg mauu « paotr, den yaouank ».
- Kavet e krennvrezhoneg mau, 1426.[1]
- Da geñveriañ gant an anvioù-kadarn maw « paotr, den yaouank » e kerneveureg, meudwy « ermit, servitour-Doue » e kembraeg ha mug « mevel, servitour » e heniwerzhoneg.
- Tregemmerezh eus un anv-kadarn d'un anv-gwan ha riskladur ster diwar « paotr » da « bouilh, bagol ». Deuet eus ur ger keltiek *mogu- « paotr, mevel », a zeufe eus ur henstumm indezeuropek *magʰ-u-, peurheñvel ouzh magus « bugel gourel, den yaouank » e goteg.[2]
Anv-gwan
Derez | Furm |
Derez-plaen | mav |
Derez-uheloc'h | mavoc'h |
Derez-uhelañ | mavañ |
Derez-estlammiñ | mavat |
mav /ˈmaw/ (furm vihanaat : mavik)
- Laouen, seder
- A gammedoù bras e kendalc'has gant e gerzhadenn, mav e zremm hag o c'hwitellat drantik etre e zent. — (Yeun ar Gow, Diwar Dorgenn Karreg-an-Tan, Mouladurioù Hor Yezh, 1999, p. 148.)
Gerioù heñvelster
Deveradoù
Troidigezhioù
Roll an daveoù :