pouez
Neuz
Brezhoneg
- (Anv-kadarn) Meneget er C'hatolikon (poes).
- Da geñveriañ gant ar gerioù pwys en kembraeg, pos en kerneveureg.
- (Furm verb) Savet diwar pouez-, pennrann ar verb pouezañ, hep dibenn-ger.
Anv-kadarn
pouez /ˈpweːs/ benel
- ponnerded
- Daou lur bouez.
- « [...]. Pa zeu pouez an tour da vezañ re bounner, e tro hag e tistro an erevent en o c'housked, betek ma kouezh ar mogerioù d'an diaz. — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur/levrenn I : Marzhin, Al Liamm, 1975, p. 29.)
- Evit keloù ar bouez a zo er sac’had traoù-se, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 426.)
Anv-kadarn
pouez /ˈpweːs/ gourel (liester : pouezioù)
- benveg metal a servij da bouezañ pe da bonneraat.
- Ur pouez daou-ugent lur, — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 426.)
- Sevel pouezioù an horolaj.
- mont (kerzhout, labourat) war e bouez, war e damm pouez : mont war-bouez
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troioù-lavar
Troidigezhioù
Furm verb
Kemmadur | Furm |
hep | pouez |
dre vlotaat | bouez |
dre c'hwezhañ | fouez |
dre galetaat | digemm |
amreizh | digemm |
pouez /ˈpweːs/
- Furm ar verb pouezañ e trede gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ.
- En e Aviel e pouez ivez kalz war an daou boent-mañ, hag abalamour da se eo bet lesanvet Abostol ar Garantez. — (Gabriel Morvan, Buez ar Zent, Brest, 1894, p. 872.)
- Furm ar verb pouezañ en eil gour unan an doare-gourc'hemenn.
- Alo ! pouez war da roeñv, Fieg !… — (Fañch al Lae, Bilzig, Kemper, 1925, p. 144.)