Sigismund II Aogust
Neuz
Sigismond II Aogust , pe Zygmunt II August e poloneg, pe Zygimantas Augustas e lituaneg, ganet d'ar 1añ a viz Eost 1520 e Krakow ha marvet d'ar 7 a viz Gouhere 1572 e Knyszyn a voe dug-meur Lituania eus 1544 da 1572 roue pologn eus 1548 da 1572.
E vuhez
Mab e oa da Sigismond Iañ an Henañ ha d'e bried Bona Sforza. Roue e voe war-lerc'h marv e dad.
E varv
Mervel a reas d'ar 7 a viz Gouhere 1572 e Knyszyn .
Dimezioù
Bugel ebet n'en doe, ar Jagellon diwezhañ anezhañ, gant hini ebet eus e deir gwreg.
Teir gwech e timezas:
- en 1543 da Elesbed Aostria (1526-1545), merc'h da Ferdinand Iañ an Impalaeriezh Santel
- en 1547 da Barbara Radziwiłł (1520-1551), merc'h da Jorj Radziwill, intañvez Stanilas Gasztold, a oa marvet en 1542 , hag a oa serc'h dezhañ a-raok.
- en 1553 da Katelin Aostria (1533–1572), ur verc'h all da Ferdinand Iañ an Impalaeriezh Santel, c'hoar yaouankoc'h da Elesbed Aostria eta, goude dezhi intañveziñ.
Poltredoù e deir gwreg
-
Elesbed Aostria (1526-1545)
-
Barbara Radziwiłł (1520-1551)
-
Katelin Aostria (1533-1572)