Mont d’an endalc’had

Fonenn

Eus Wikipedia

E yezhoniezh e vez implijet an termen fonenn (saoz.: phone) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus un unanenn-son ganti perzhioù klevedoniel resis implijet en ur yezh bennak hep teurel kont eus perzh ar sonenn-se e-keñver framm fonologel ar yezh-se, da lavarout eo hep teurel pled eus ar fed hag-eñ e talvez ar sonenn-se da fonem pe ne ra ket.