Kim Stanley Robinson
Kim Stanley Robinson (ganet d'an 23 a viz Meurzh 1952 en Illinois) a zo ur skrivagner amerikan romantoù hag istorioù berr skiant-faltazi. Brudet eo dreist-holl evit e drilogiezh war Meurzh hag he douarfurmadur: Red Mars, Green Mars ha Blue Mars.
Adalek ar penn-kentañ en deus graet berzh e skridoù, kement a berzh ar skrid-burutellerien hag a berzh al lennerien. Hag evit kalz tud ez eo eñ hiziv an deiz unan eus ar gwellañ skrivagnerien skiant-faltazi pe zoken lennegezh.
E oberennoù a zo enno dalc'hmat temoù ekologel ha sokiologel. E romantoù a zo alies disoc'h bloavezhioù a enklask, evel e drilogiezh war Meurzh a zo bet skrivet war lerc'h 15 bloaz enklask.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kim Stanley Robinson a zo bet ganet e Waukegan, Illinois. Studiet en deus e Kalifornia. E 1974 e tap un aotreegezh (B.A.) war al lennegezh (Skol-Veur Kalifornia, San Diego). E 1975 e ya ur mestroniezh (M.A.) gantañ e Skol-Veur Boston. E 1982 e difenn un dezenn (Ph.D.)war ar saozneg e Skol-Veur Kalifornia (San Diego). E goun-skrid, war Romantoù Philip K. Dick, a zo bet embannet e 1984.
Plijout a ra kalz da Robinson skrapat gant ar menezioù, ar pezh 'n eus ur pouez bras-tre e holl e levrioù (da skouer e trilogiezh Meurzh, e Antarctica hag e Forty Signs of Rain), e lec'h vez kavet atav ur benn-dudenn o kaout an hevelep trivliad.
E 1982 e timezas Lisa Howland Nowell, ur gimiourez arbennikaet war an endro. Daou mab o deus. Robinson 'n eus bevet e Kalifornia, Washington DC ha Bro Suis (e-pad ar bloavezhioù 1980). O bevañ e Davis, Kalifornia, emañ bremañ.
Levrioù pennañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Three Californias
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Graet e vez ivez trilogiezh kontelezh Orange eus ar rummad tri levr-se. Kentañ labour a bouez Robinson eo. Levrioù ar rummad o deus da ditl : The Wild Shore (1984), The Gold Coast (1988) and Pacific Edge (1990). N'eo ket un drilogiezh er ster boutin : ouzhpenn un istor zo; pep levr a zo un istor a-bezh hag a ginnig tri amzer da zont posupl. An tri a zo lec'hiet e Kalifornia en un amzer dazont tost.
- The Wild Shore a boltred Kalifornia o stourm 'vit distreiñ d'ar Sevenadur, goude bezañ bet nammet, evel ar peurrest eus ar Stadoù-Unanet, gant ur brezel nukleel. *The Gold Coast a c'hoarvez en ur Galifornia dreist-industrialized, heskinet muioc'h-mui gant un deknologiezh 'm eo deuet da vezañ sujet dezhi. Rannet eo en ur stourm kriz etre produerien armoù ha sponterien.
- Pacific Edge a ginnig ur Galifornia e lec'h ma'z eus bet savet ur gevredigezh yac'h hag o toujañ da bennaennoù an ekologiezh.
Daoust ma seblant an tri levr bezañ hep liamm kenetrezo, e verzer tamm-ha-tamm koulskoude e labouront an tri asambles evit kinnig ur mennozh kreiz hag unvan. An hini gentañ a ziskouez un denelezh nammet gant un diouer a deknologiezh, an eil un denelezh beuzet ha tost kollet gantañ e zenelezh gant ur re a deknologiezh, an trede ur Bed a ya en dro, e lec'h ma c'heller bevañ, etre an daou Bed all. Daoust 'm eo an trede romant ur romant utopek, ne tiskriv ket ur Bed hep diemglevioù, tristidigezh na gwalleurioù.
Trilogiezh Meurzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An drilogiezh-se a zo oberenn brudetañ Robinson. Kontañ a ra en un doare gwirvoudel-tre istor annezidi kentañ Meurzh, hag o labour evit treuzfurmiñ Meurzh, "douarfurmiñ" anezhi. An tri levr, Red Mars (Meurzh Ruz), Green Mars (Meurzh Glas-natur), ha Blue Mars (Meurzh Glas-mor) a verk dre o zitl an douarfurmadur-se. An istor a grog e 2027, pa tilestr 100 skiantour war ar blanedenn evit krouiñ tamm-ha-tamm ur bed nevez. Ar grouidigezh-se a vez heuliet e pad 200 bloaz war-lerc'h, a-hed al levrioù. E fin an trede levr, ez eo deuet Meurzh da vezañ ur blanedenn poblet mat ha douarfurmet, gant ur gevredigezh kemplezh ha bev mat.
Bez zo meur a roudennad istor gweet e Trilogiezh Meurzh. Temoù ar skiant, ar sokiologiezh hag ar bolitikerezh a zo ur pouez bras ganto a hed an tri romant, hag e c'heller heuliañ o emdroadur en un doare gwirvoudel-tre a hed an drilogiezh. Sklaer-tre eo pegen boemet eo Robinson gant ar skiantoù hag an teknologiezhioù, met ober a ra atav gant an temoù-se gant ur sav-poent denel. An dudennoù a zo pinvidik o zemz-spered, hag o emdroadur a chom e kreiz ar romant. Temoù boutin Robinson a vez kavet a hed an drilogiezh : ar soutenablentez ekologel, an daouvorfiegezh reizhel hag an hentenn skiantel a zo temoù a teu a-hed an tri levr, met hep na vijent morse kinniget en un doare re kentelius. E froudenn evit ar skrapat a vez kavet el levrioù-se ivez.
Antarctica
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Antarctica (1997) a heuilh war kalz a boentoù ar frammoù savet gant trilogiezh Meurzh: kalz a heñvelderioù a zo daoust d'an istor bezañ en un amzer, en ul lec'h ha gant tudennoù disheñvel. War ar c'hevandir skorn a ro e anv da titl al levr e c'hoarvez an istor-mañ, en ur mare kalz tostoc'h diouzh hon amzer-ni, met kavet 'vez ivez el levr-mañ skiantourien en un endro digenvez, hag ur studi eus an efedoù en deus kement-mañ war o fersonelezh hag o darempredoù. Kavet e vez ivez an hevelep bam dirak braventez un endro gouez hag enep.
Evel e kalz eus levrioù Robinson, tem ar soutenablentez ekologel a zo pouezus e Antarctica. Lusk an istor a zo krouet gant fin Feur-emglev an Antarktik hag an aon rak an aloubidigezh hag an distruj eus al lec'h digenvez diwezhañ-mañ gant kumpagnuniezhoù prevez.
The Martians
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]The Martians a zo un dastumad istorioù berr e lec'h ma vez kavet kalzig eus tudennoù ha lec'hioù trilogiezh Meurzh. An istorioù a c'hoarvez a-raok, e-pad, goude, pe zoken e plas istor an trilogiezh; lod zo a ya pelloc'h gant tudennoù 'zo pe a kinnig tudennoù nevez. Barzhonegoù meurzhian hag ur Bonreizh eus ar blanedenn Meurzh a vez kavet ivez el levr-se. Rebechet 'zo bet da Robinson bezañ skrivet al levr-se evit ober arc'hant diwar ar berzh graet gant e drilogiezh.
The Years of Rice and Salt
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]The Years of Rice and Salt a zo un ukroniezh, ur romant istor alternativel, a gemer plas en ur bed m'eo bet distrujet holl poblañs Europa gant ar Vosenn Zu. Ar pezh a laosk ur Bed dieub evit bezañ aloubet gant pobloù Europa. Ur prantad dek remziad bennak a vez goloet gant an istor. Houmañ a heuilh a hed ar c'hantvedoù un nebeud tudennoù en o adenkorfadurioù (hag ar re mañ o cheñch reizh, klasoù sokial ha zoken, ur wech, spesad).
An heuliad Science in the Capital
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Romantoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Levrlennadur kronologel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1984 : Icehenge
- 1984 : The Wild Shore
- 1985 : The Memory of Whiteness
- 1986 : The Planet on the Table
- 1988 : The Gold Coast
- 1990 : Pacific Edge
- 1991 : The Blind Geometer
- 1992 : Red Mars
- 1993 : Green Mars
- 1996 : Blue Mars
- 1997 : Antarctica, Inc
- 1999 : The Martians
- 2002 : The Years of Rice and Salt
- 2004 : Forty Signs of Rain
- 2005 : Fifty Degrees Below
- 2007 : Sixty Days and Counting
- 2009 : Galileo's Dream
- 2012 : 2312
- 2013 : Shaman: A Novel of the Ice Age
Istorioù berr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krog a ra da embann e istorioù berr gentañ e 1976. An darn vrasañ anezho a zo bet dastumet e The Planet on the Table (1986), Remaking History (1991) ha Vinland the Dream (2001). Tri istor hiroc'h o kontañ istorioù leun a fent Amerikaned divroet e Nepal a zo dastumet e Escape from Kathmandu (1989). The Martians (1999) (gwelet a-us) a zo un dastumad danevelloù berr gant istorioù a c'hoarvez e bed Trilogiezh Meurzh.
Listennad klok:
- "A History of the Twentieth Century, with Illustrations" (e: Vinland the Dream, embannet evit ar wech kentañ e Isaac Asimov's Science Fiction Magazine, 1991, adwelet evit Remaking History),
- "A Martian Childhood",
- "A Martian Romance" (e: The Martians),
- "A Sensitive Dependence on Initial Conditions" (e: Vinland the Dream),
- "A Short, Sharp Shock",
- "A Transect",
- "An Argument for the Deployment of All Safe Terraforming Technologies" (e: The Martians),
- "Arthur Sternbach Brings the Curveball to Mars" (e: The Martians),
- "Before I Wake",
- "Big Man in Love" (e: The Martians),
- "Black Air" (in: Vinland the Dream, embannet evit ar wech kentañ e The Magazine of Fantasy and Science Fiction, 1983),
- "Coming Back to Dixieland" (e: Vinland the Dream, embannet evit ar wech kentañ e Orbit, 18),
- "Coyote Makes Trouble" (e: The Martians),
- "Coyote Remembers" (e: The Martians),
- "Discovering Life" (e: Vinland the Dream hag e: The Martians),
- "Down and Out in the Year 2000",
- "Enough is as Good as a Feast" (e: The Martians),
- "Escape from Kathmandu" (e: Escape from Kathmandu),
- "Exploring Fossil Canyon" (e: The Martians),
- "Festival Night",
- "Four Teleological Trails" (e: The Martians),
- "Glacier",
- "Green Mars" (e: The Martians),
- "If Wang Wei Lived on Mars and Other Poems" (e: The Martians),
- "Jackie on Zo" (e: The Martians),
- "Keeping the Flame" (e: The Martians),
- "Maya and Desmond" (e: The Martians),
- "Mercurial" (e: Vinland the Dream, embannet evit ar wech kentañ e Universe, 15),
- "Michel in Antarctica" (e: The Martians),
- "Michel in Provence" (e: The Martians),
- "Mother Goddess of the World" (e: Escape from Kathmandu),
- "Muir on Shasta" (e: Vinland the Dream),
- "Odessa" (e: The Martians),
- "On the North Pole of Pluto",
- "Our Town",
- "Purple Mars" (e: The Martians),
- "Remaking History" (e: Remaking History ha Vinland the Dream, embannet evit ar wech kentañ e Gregory Benford/Martin H. Greenberg What Might Have Been),
- "Ridge Running" (e: Vinland the Dream, embannet evit ar wech kentañ e The Magazine of Fantasy and Science Fiction, 1984),
- "Salt and Fresh" (e: The Martians),
- "Saving Noctis Dam" (e: The Martians),
- "Sax Moments" (e: The Martians),
- "Selected Abstracts from The Journal of Aerological Studies" (e: The Martians),
- "Sexual Dimorphism" (e: The Martians),
- "Some Worknotes and Commentary on the Constitution, by Charlotte Dorsa Brevia" (e: The Martians),
- "Stone Eggs" (e: Vinland the Dream, embannet evit ar wech kentañ e Universe, 13),
- "The Archaeae Plot" (e: The Martians),
- "The Blind Geometer",
- "The Constitution of Mars" (e: The Martians),
- "The Disguise" (e: Vinland the Dream, embannet evit ar wech kentañ e Orbit, 19),
- "The Kingdom Underground" (e: Escape from Kathmandu),
- "The Lucky Strike" (e: Vinland the Dream, embannet evit ar wech kentañ e Universe, 14),
- "The Lunatics",
- "The Memorial",
- "The Part of Us That Loves",
- "The Return from Rainbow Bridge",
- "The Translator",
- "The True Nature of Shangri-La" (e: Escape from Kathmandu),
- "The Way the Land Spoke to Us" (e: The Martians),
- "To Leave a Mark",
- "Venice Drowned" (e: Vinland the Dream, embannet evit ar wech kentañ e Universe, 11),
- "Vinland the Dream" (e: Vinland the Dream, embannet evit ar wech kentañ e Remaking History),
- "What Matters" (e: The Martians),
- "Whose 'Failure of Scholarship'?",
- "Zürich".
Temoù pennañ e oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Prizioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Evit Red Mars: priz Nebula ha British S.F Award 1993
- Evit Green Mars: priz Hugo ha Priz Locus 1994
- Evit Blue: priz Hugo ha Priz Locus 1997
Liammoù diavez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Deskrivadur berr eus romantoù K.S. Robinson (e saosneg)
- Ur pennad-kaoz gant K.S. Robinson (e saosneg)
- The Demimonde: forom flapañ (e saosneg)
- Ar skrivagner en IBList.com (e saosneg)
- Pennad-kaoz er Guardian (e saozneg)
|
|
|