Mont d’an endalc’had

René Barjavel

Eus Wikipedia
René Barjavel
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denRené Barjavel Kemmañ
Anv ganedigezhRené Henri Gustave Barjavel Kemmañ
Anv-bihanRené Kemmañ
Anv-familhBarjavel Kemmañ
Deiziad ganedigezh24 Gen 1911 Kemmañ
Lec'h ganedigezhNyons Kemmañ
Deiziad ar marv24 Du 1985 Kemmañ
Lec'h ar marv14th arrondissement of Paris Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvmyocardial infarction Kemmañ
Lec'h douaridigezhBellecombe-Tarendol Kemmañ
Yezh vammgalleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Micherkazetenner, romanter, senarioour(ez), skridvarnour, skrivagner skiant-faltazi Kemmañ
ImplijerLe Journal du Dimanche, Je suis partout Kemmañ
Lec'h labourFrañs Kemmañ
Deroù ar prantad labour1942 Kemmañ
Dibenn ar prantad labour1985 Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
Tachennskiant-faltazi Kemmañ
Prizioù resevetPrix des libraires Kemmañ

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

René Gustave Henri Barjavel (Nyons, 24 a viz Genver 1911Paris, 24 a viz Du 1985) a oa ur skrivagner hag ur c'hazetenner gall. Ur senarioour hag un emzivizour evit ar sinema e voe ivez.

Brudet eo dre e romantoù skiant-faltazi ha moliac'h (fantasy) ma tiskouez bezañ ankeniet gant ar deknologiezh pa ne c'hall mui mab-den he mestroniañ. Lod dodennoù a gaver meur a wech en e oberennoù : diskar ur sevenadur en abeg da c'halloud re vras ar skiant, follentez ar brezel, ha peurbadelezh ar garantez. Barzhoniel ha hunvreüs e oa e zoare da skrivañ ; war dachenn ar brederouriezh hag an ekologiezh e oa aet ivez.

E 1944, en e romant S-F Le Voyageur imprudent, e voe René Barjavel unan eus ar skrivagnerien gentañ oc'h ober gant diac'hinad an tad-kozh : a-greiz beajiñ en amzer, an haroz a varv goude lazhet e dad-kozh — ne c'hall ket an haroz bezañ bet ganet neuze.

Buhez ha respet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Nyons e voe ganet René Barjavel d'ar 24 a viz Genver 1911, d'ar pober Henri Barjavel ha d'e bried Marie Paget. Unnek vloaz e oa René pa varvas e vamm diwar "kleñved ar c'housk" (trypanosomiasis), degaset gant soudarded a oa bet en Afrika e-kerzh ar Brezel-bed kentañ. Nevez-intañv e oa an tad pa werzhas e stal kent mont da davarnour, e Nyons bepred.

Goude ar skol kentañ-derez e Nyons ec'h eas René Barjavel d'ur skolaj e Cusset e bannlev Vichy (Allier). Tapet gantañ e vachelouriezh e voe paotr e vil micher e-pad berr amzer : diwaller en e skolaj, kefridier en ur gevredad diloc'hel, kelenner prevez war ar saozneg (na ouie ket gwall vat) hag implijer en un ti-bank. D'e 18 vloaz ec'h eas da gazetenner er Progrès de l'Allier. E-kerzh e labour eno ec'h aozas prezegennoù ; unan diwar-benn ar skrivagnerez Colette a voe danvez e levr kentañ, un arnodskrid anvet Colette à la recherche de l'amour (1934).

Da-geñver ur brezegenn e Vichy e 1935 e reas René Barjavel anaoudegezh gant an embanner belgiat Robert Denoël (1902-1945), a oa staliet e Paris. Goude lennet an danevell eus e brezegenn hag eus e etreweladenn gant R. Barjavel e voe pedet hennezh da zilezel ar Progrès evit mont da labourat en ti-embann, ar pezh a eure ar skrivagner yaouank hep termal.

Er bloaz 1936 e timezas gant Madeleine de Wattripont, a oa genidik eus Belgia ivez. Daou vugel o devoe : Renée e 1937 ha Jean e 1938. E dibenn ar bloaz 1937 ivez e kendiazezas ar gelaouenn lennegel La Nouvelle Saison gant an dramaour Jean Anouilh (1910-1987) ; seizh niverenn a voe embannet, betek miz Gouhere 1939.

E miz Gwengolo 1939 e tarzhas an Eil Brezel-bed, ha kaset e voe René Barjavel, 28 vloaz, d'an talbenn evel korporal er melestradur en ur rejimant zouaved, a oa troadeien e Lu Afrika. Disoudardet e voe goude faezhidigezh Bro-C'hall e 1940, ha distreiñ da Nyons a eure. Dilabour en em gave, peogwir e oa bet serret ti-embann R. Denoël e Paris, engalvet ma oa bet ar rener e lu Belgia. Faezhet Belgia e voe addigoret an ti-embann e miz Here 1940, hogen rediet e voe da genlabourat gant Wilhelm Andermann, un embanner alaman, ha da embann skridoù kenlabourerezhourien evel Louis-Ferdinand Céline ha René Brasillach. René Barjavel a voe anvet da rener al lennegezh e ti Denoël. E 1942 e voe karget da reiñ lañs d'un dastumad evit ar yaouankizoù, La Fleur de France, en enor da harozed Bro-C'hall ; en dastumad-se ec'h embannas unan eus e oberennoù : Roland, le chevalier plus fier que le lion (1942).

E 1943 e voe embannet e ti Denoël ar c'hentañ romant skiant-faltazi skrivet gant R. Barjavel, Ravage ; Roman extraordinaire e oa an istitl, pa oa dianav c'hoazh an termen science-fiction e Bro-C'hall d'ar mare-se ; anticipation a veze lavaret. Berzh a reas ar romant, neuze e stagas R. Barjavel da skrivañ ur romant S-F all, Le Voyageur imprudent, a voe embannet a-bennadoù e Je suis partout, ur sizhunieg kenlabourerezhour renet gant R. Brasillach, adalek ar 24 a viz Gwengolo 1943[1] betek ar 14 a viz Genver 1944[2]. Tri istor berr gant René Barjavel a voe embannet ivez er gelaouenn-se : Les mains d'Anicette[3], La fée et le soldat[4] ha Péniche[5] ; e 1945 e voent bodet en teskad La fée et le soldat.

E 1944 e teuas e ti Denoël ul levrig (109 fajenn) gant R. Barjavel a-zivout ar sinema, Cinéma total – Essai sur les formes futures du cinéma ma rakwelas ar sinema e bos hag al liesvedia.

Goude Dieubidigezh Paris (25 a viz Eost 1944), ar mizieg Les Lettres Françaises, unan eus kelaouennoù ar Rezistañs, a embannas « listenn du » ar skrivagnerien genlabourerezhour, savet gant an aozadur anvet Comité National d'Épuration ; René Barjavel a oa el listenn-se, met didamallet e voe gant ar skrivagner Georges Duhamel (1884-1966), a oa e penn ar Poellgor-se. Robert Denoël a voe taget ivez, dre m'en devoa kenlabouret gant un Alaman hag embannet skridoù Céline ha Brasillach ; direizh e oa, pa oa bet rediet da genlabourat gant W. Andermann ha p'en devoa embannet skridoù Louis Aragon hag Elsa Triolet. Lamet e voe digantañ e garg en ti-embann hag anvet ur merer en e lec'h, an embanner gall Samuel "Maximilien Vox" Monod (1894-1974, breur an naturour Théodore Monod). Peogwir e veze dalc'het S. Monod betek re gant e labour dezhañ e lezas René Barjavel da ren an ti Denoël. Robert Denoël a voe galvet dirak al lez-varn, hogen muntret e voe d'an 2 a viz Kerzu 1945.

Goude ar brezel ec'h adkrogas René Barjavel gant e labour filmvarnour ha gant skrivañ levrioù (La fée et le soldat, 1945 ; Tarendol ha Les enfants de l'ombre, 1946). Adalek 1947 e stagas gant skrivañ emzivizoù evit ar sinema (Paysans noir, sevenet gant George Régnier, 1948)[6], hag er bloaz 1948 ivez ec'h embannas ur romant S-F all, Le diable l'emporte. E 1949 e kemeras perzh e senario ur film all, Donne senza nome, sevenet gant Géza von Radványi (1950)[7].

Diwar ar re labourat hag en abeg d'un dorzhellegezh e rankas mont da ziskuizhañ e 1950 ; e-pad ar prantad-se e prientas e vuhezskrid Journal d'un homme simple (1951). En hevelep bloaz e stagas gant pennadoù er gazetenn Carrefour a-zivout barn abadennoù skingomz.

Adalek 1951 hag ar film Le petit monde de Don Camillo (Julien Duvivier,1952)[8] e troas ar skrivañ seniariooù hag emzivizoù da labour pennañ René Barjavel betek kreiz ar bloavezhioù 1960. E dibenn ar bloavezhioù 1950, daoust d'e labour evit ar sinema, ec'h adkrogas gant ar skiant-faltazi dre ar gelaouenn Fictions ma'z embannas tri istor berr e 1958, 1961 ha 1962. Adalek 1965 e pellaas diouzh ar sinema hag e troas war-du al lennegezh en-dro : er bloaz 1966 ec'h embannas un arnodskrid usvedoniel anvet La faim du tigre ; d'ar mare-se e tivizas dilezel e anv-bihan evit sinañ e levrioù « Barjavel » hepken.

D'ar mare-se ivez e tistroas d'ar c'hazetennerezh : pennadoù a-zivout abadennoù skinwel e Le Journal du Dimanche, pennadoù all e France-Soir, un abadenn er skingomz Radio-Télé-Luxembourg (RTL).

E 1967 (13 Meurzh – 8 Mae) e voe gwelet war ar chadenn skinwel c'hall ar c'hentañ stirad S-F a voe skignet e Bro-C'hall, Commando spatial - La Fantastique Aventure du vaisseau Orion, a oa bet azaset gant R. Barjavel diwar ar stirad alaman Raumpatrouille - Die phantastischen Abenteuer des Raumschiffes Orion (1966), a c'hoarvez er bloaz 3000.

E 1968 e teuas er-maez e romant La nuit des temps, skrivet diwar ur senario a oa bet nac'het en abeg da goust ar film. En hevelep bloaz e labouras evit ur film a-zivout al luskad hippie, Les chemins de Katmandou (André Cayatte, 1969)[9] ; diwar senario ar film e skrivas ar romant heñvelanvet (1969 ivez).

E 1970 e skrivas ur pezh-c'hoari, Madame Jonas dans la baleine, na voe c'hoariet nemet 60 gwech ; adc'hoariet e voe e 1977 evit ar skinwel, ha René Barjavel a dennas dioutañ danvez e romant Une rose au paradis (1981).

E 1974 e voe embannet romant kentañ ar stirad Les dames à la licorne, kenskrivet gant Olenka De Veer ; e 1977 e teuas an eil er-maez, Les jours du monde, hag O. De Veer a skrivas he-unan an trede ha diwezhañ, La Troisième Licorne (1979).

Ul levr a-zivout menoioù ekologour ar skrivagner, Lettre ouverte aux vivants qui veulent le rester, a voe embannet e 1978 e ti Albin Michel.

E 1980 e voe azasaet e romant Tarendol (1946) evit ar skinwel dre ziv rann, sevenet gant Louis Grospierre gant harp R. Barjavel. Adalek deroù ar bloavezhioù 1980 ec'h adkrogas da skrivañ romantoù S-F : Une rose au paradis (1981) ha La tempête (1982) ; e 1984 e voe L'enchanteur, ur romant awenet gant mojenn Arzhur.

Er bloaz 1985 e voe embannet e romant diwezhañ, La peau de César, a zo ur romant polis. E dibenn ar bloavezh-se, d'ar 24 a viz Du, e voe sammet gant un taol-kalon goude un devezhiad en ur skolaj gant kelennerien ha skolajidi. E bered Bellecombe-Tarendol (Drôme) emañ e vez.

E miz C'hwevrer 1986, goude tremenvan René Barjavel eta, e voe embannet Demain le paradis.

Romantoù S-F ha moliac'h
  • 1943 : Ravage (Ravage /1)
  • 1944 : Le voyageur imprudent (Ravage /2)
  • 1948 : Le diable l'emporte (Monsieur Gé /1)
  • 1962 : Colomb de la Lune
  • 1968 : La nuit des temps
  • 1973 : Le grand secret
  • 1974 : Les dames à la licorne (Les dames à la licorne /1)[10] ; Les jours du monde (Les dames à la licorne /2)[10]
  • 1977 : Les jours du monde (Les dames à la licorne /2)[10]
  • 1981 : Une rose au paradis (Monsieur Gé /2)
  • 1982 : La tempête
  • 1984 : L'enchanteur
Istorioù berr
  • 1945 : Béni soit l'atome ; Péniche
  • 1958 : Monsieur Charton
  • 1959 : Colomb de la Lune
  • 1962 : L'homme fort
  • 1974 : Elle ; La couleuvre ; La créature ; La fée et le soldat ; Le papillon ; Le prince blessé ; Le têtard ; Les enfants de l'ombre ; Les lionnes ; Les loups ; Les mains d'Anicette ; Monsieur Lery
  • 2016 : Ravage (arroud)
Romantoù all
  • 1942 : Roland, le chevalier plus fier que le lion
  • 1946 : Tarendol
  • 1969 : Les chemins de Katmandou
  • 1985 : La peau de César
Teskadoù
  • 1974 : Le prince blessé
  • 1998 : Béni soit l'atome et autres nouvelles
Dastumadoù
  • 1995 (dalif) : Romans extraordinaires ; Romans merveilleux
Emvuhezskridoù
  • 1951 : Journal d'un homme simple
  • 1980 : La charrette bleue
Arnodskridoù
  • 1934 : Colette à la recherche de l'amour
  • 1944 : Cinéma total – Essai sur les formes futures du cinéma
  • 1966 : La faim du tigre
  • 1978 : Lettre ouverte aux vivants qui veulent le rester
  • 1986 (dalif) : Demain le paradis

Sinema ha skinwel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • 1948 : Paysans noir (sevenet gant George Régnier)
  • 1949 : Donne senza nome (Géza von Radványi)
  • 1951 : Saint-Louis, ange de la paix (Robert Darène)
  • 1952 : Le petit monde de Don Camillo (Julien Duvivier)
  • 1953 : Les Hommes de fer (René Barjavel) ; Monsieur Lune habille son fils (René Barjavel) ; La grande aventure (Arne Sucksdorff) ; Les Vittelloni (Federico Fellini) ; Le témoin de minuit (Dimitri Kirsanoff) ; Le Retour de Don Camillo (Julien Duvivier) ; L'Étrange désir de Monsieur Bard (Géza von Radványi) ; Nuits andalouses (Ricardo Blasco ha Maurice Cloche)
  • 1954 : Le mouton à cinq pattes (Henri Verneuil); Saturnin le poète (Jean Tourane)
  • 1955 : Les chiffonniers d'Emmaüs (Robert Darène) ; Don Camillo et Peppone (Carmine Gallone)
  • 1956 : Décembre, mois des enfants (Henri Storck) ; Goubbiah, mon amour (Robert Darène) ; Les aventures de Till l'Espiègle (Gérard Philipe ha Joris Ivens) ; La terreur des dames (Jean Boyer)
  • 1957 : L'homme à l'imperméable (Julien Duvivier) ; Le cas du docteur Laurent (Jean-Paul Le Chanois)
  • 1958 : Les misérables (Jean-Paul Le Chanois) ; Parisien malgré lui (Camillo Mastrocinque) ; Femmes d'un été (Gianni Franciolini)
  • 1959 : Mademoiselle Ange (Géza von Radványi)
  • 1960 : Boulevard (Julien Duvivier) ; La grande vie (Julien Duvivier)
  • 1961 : Don Camillo... Monseigneur ! (Carmine Gallone)
  • 1962 : Le Diable et les dix commandements (Julien Duvivier) ; Conduite à gauche (Guy Lefranc)
  • 1963 : Chair de poule (Julien Duvivier) ; Le Guépard (Luchino Visconti)
  • 1965 : Don Camillo en Russie (Luigi Comencini)
  • 1966 : Comment j'ai appris à aimer les femmes (Luciano Salce)
  • 1967 : Commando spatial - La Fantastique Aventure du vaisseau Orion (Rolf Honold ; stirad skinwel)
  • 1969 : Les chemins de Katmandou (André Cayatte)

Kanaouennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-kichen e labour evel senariouour hag emzivizour e skrivas René Barjavel pozioù un nebeud kanaouennoù evit filmoù.

  • 1954 : Beau dimanche (sonerezh gant Joe Hajos, er film Saturnin le poète)
  • 1955 : Le Ciel de chez moi (Joseph Kosma, er film Les chiffonniers d'Emmaüs) ; Compagnon va ton chemin (Joseph Kosma, idem)
  • 1956 : Le chant des gueux (Georges Auric, er film Les aventures de Till l'Espiègle)
  • 1957 : Deux enfants dans un jardin (Pierre Kasty, bet enrollet gant André Claveau ha Janine Micheau)
  • 1970 : Chanson pour une princesse (Hubert Léonhardt, bet enrollet gantañ dindan an anv Herbert Léonard)

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Delord-Pieszczyk, Laurence. L'oeuvre de René Barjavel : de la science-fiction au Moyen-Äge, ou, l'itinéraire d'une symbolique. Villeneuve d'Ascq : Presses Universitaires du Septentrion, 1998 (ISBN 978-2-284-00366-3)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) 'Je suis partout niv. 633, p. 3. Kavet : 07/03/2023.
  2. (fr) 'Je suis partout niv. 648, p. 3. Kavet : 07/03/2023.
  3. (fr) 'Je suis partout, 24/03/1943, p. 3. Kavet : 07/03/2023.
  4. (fr) 'Je suis partout, 18/06/1943, p. 3. Kavet : 07/03/2023.
  5. (fr) 'Je suis partout, 3/09/1943, p. 3. Kavet : 07/03/2023.
  6. (fr) Internet Movie Database
  7. (fr) Internet Movie Database
  8. (fr) Internet Movie Database
  9. (fr) Internet Movie Database
  10. 10,0 10,1 ha10,2 Kenskrivet gant Olenka De Veer.