Mont d’an endalc’had

holen

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Meneget er C'hatolikon (holen). Kar d'ar gerioù brezhonek hal ha heli.
Da geñveriañ gant ar gerioù halen en kembraeg, holan en kerneveureg, salann en iwerzhoneg.

Anv-kadarn

Kristaloù holen

holen /ˈhoː.lɛn/ gourel (liester holenoù)

  1. Anv boas a roer d'ar gloridenn sodiom a zo anezhi un danvez sec'h, bruzunus, disolvus en dour, a eztenner eus ar mor, eus mengleuzioù, hag a dalvez da demzañ ar boued.
    Holen gwenn.
    Holen gris.
    Holen munut.
    Holen tanav.
    Holen gros.
    Holen kras.
  2. (kimiezh) Kement danvez stummet diwar gombinadur un drenkenn hag ur vazenn.
    Holenoù mineralek.

Stummoù all

halen

Gerioù kevrennek

Deveradoù

Troioù-lavar

Troidigezhioù


Alamaneg

Etimologiezh

→ Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)

Verb

holen /ˈhoːlən/

  1. Kerc'hat.