Kensonenn kurunenn an teod
Neuz
Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn kurunenn an teod (saoz.: coronal consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn ganti kurunenn an teod da lec'h distagañ pennañ, da lâret eo adalek beg betek laonenn an teod.
Enebiet e vez ar c'hensonennoù distaget gant kein an teod diouzh ar c'hensonennoù distaget gant kein ha gant gwrizienn an teod.
Isrannet e vez ar c'hensonennoù distaget gant kurunenn an teod e lec'hioù distagañ resisoc'h:
Hag ivez hervez stumm resis an teod:
- Dre volzenniñ, ma vez bolzennet an teod
- Isbeg an teod, distaget gant leurenn beg an teod dre gilblegañ an teod
Pa vez lakaet an teod d'ber un erv en e hed e vez produet ar c'hwibanennoù gant kendistagadurioù all.
Isrannet e vez ar c'hensonennoù distaget gant kurunenn an teod hervez bep o lec'h distagañ resis:
- Kensonennoù dent, da skouer:
- [d] (skrivet <n> hervez reolennoù reizhskrivañ ar brezhoneg): kensonenn dent/logigoù dre serriñ mouezhiet
- [t] (skrivet <t> hervez reolennoù reizhskrivañ ar brezhoneg): kensonenn dent/logigoù dre serriñ divouezh
- [n] (skrivet <n> hervez reolennoù reizhskrivañ ar brezhoneg): kensonenn dent/logigoù dre fri mouezhiet
- [ð] (skrivet <dd> hervez reolennoù reizhskrivañ ar c'hembraeg): ruzenn etredent mouezhiet
- [θ] (skrivet <th> hervez reolennoù reizhskrivañ ar c'hembraeg): ruzenn etredent divouezh
- Kensonennoù logigoù, da skouer:
- [z] (skrivet <z> hervez reolennoù reizhskrivañ ar brezhoneg): ruzenn logigoù mouezhiet
- [s] (skrivet <s> hervez reolennoù reizhskrivañ ar brezhoneg): ruzenn logigoù divouezh
- [l] (skrivet <l> hervez reolennoù reizhskrivañ ar brezhoneg): ruzenn gostez logigoù (mouezhiet)
- Kensonennoù drek-logigoù, da skouer:
- [ʒ] (skrivet <j> hervez reolennoù reizhskrivañ ar brezhoneg): ruzenn drek-logigoù mouezhiet
- [ʃ] (skrivet <ch> hervez reolennoù reizhskrivañ ar brezhoneg): ruzenn drek-logigoù divouezh
- [r] (skrivet <r> hervez reolennoù reizhskrivañ ar spagnoleg hag ivez <r> e brezhoneg hervez doare distagañ rannyezhoù zo): kensonenn logigoù/drek-logigoù dre froumal (mouezhiet)
Kensonennoù | Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout. |