beleg
Neuz
Gwelet ivez : Beleg |
Brezhoneg
- (1499) Baelec er C'hatolikon[1]. Klotañ a ra gant un deveradenn *bac(u)l-āco-s « a zoug ur vazh » ; da geñveriañ gant ar ger kembraek bagl « bazh », ha « kammell » pergen. Amprestet digant al latin baculus[2].
Anv-kadarn
beleg /ˈbɛːlek/ gourel (liester beleien)
Unander | Liester | |
---|---|---|
Gourel | beleg /ˈbɛːlek/ |
beleien /bɛˈlɛjːɛn/ |
Benel | belegez /bɛˈleːɡes/ |
belegezed /bɛleˈɡeːzet/ |
- (Relijion) Den kensakret e karg eus un azeulerezh
- Dimezet da vatezh ur beleg. — (Fañch an Uhel, Soniou Breiz-Izel 1, Pariz, 1890, 1971, p. 51.)
- — « Ne garfes ket mont da veleg? » — (Lan ar Bunel, Laouig ar Penker eun danvez beleg, Moulerez straed ar C'hastell, Brest, 1929, p. 20.)
- Ur beleg, un duilhad alc'hwezioù en e zorn, a nesaas ouzh Ta Bennc'hoad, a gomzas dre de outañ, [...]. — (Edouarzh Ollivro, troet gant Jakez Konan, Pikoù Mab e Dad, Mouladurioù Hor Yezh, 1983, p. 11.)
- mont da veleg : dont da vezañ beleg
Deveradoù
Troioù-lavar
Troidigezhioù
Roll an daveoù :
- [1] : Ar c'hCatholicon, troet gant prestre pe pesbstre.
- [2] : Lexique Étymologique des termes les plus usuels du Breton Moderne, p. 30.